Mare an divroadegoù

Eus Wikipedia
Spilhenn c'hotek (Mirdi broadel an henoniezh e bro-Spagn)
Tokarn eus Impalaeriezh roman ar Reter er VIvet kantved.

En istor e vez graet mare an divroadegoù eus ur mare en istor Europa ma c'hoarvezas divroadeg ar pobloù german war-zu broioù an Impaleriezh roman, adal aloubadeg an Huned war-dro 375 betek diskar al Lombarded en Italia e 568. Ar c'houlz-se a verk un emglev istorel etre sevenadur Henroma hag ar sevenadur german a oa chomet hanter-kantreer betek neuze. An darvoud-se a verkas deroù ar grennamzer uhelañ.

Bremañ ez eus dizemglev adarre diwar-benn abegoù an divroadegoù-se. Soñjal a ra lod e voe diskar Roma ar c'hornog e oa ar pennabeg mes bremañ e soñjer ivez e oa marteze un an diskar-se un heuliad kentoc'h dre ma oa ul lod vras a C'hermaned engouestlet en armeoù Roma, ha tamm-ha-tamm e torrjont o le gant an impalaer da sevel rouantelezhioù emren e tiriad an impalaeriezh kozh. Da skouer, ar Wizigoted a oa staliet e norzh Italia ha diwezhatoc'h e Spagn, pe ar Franked a zalc'has norzh Galia en ur dreuziñ ar Roen, pe ivez ar Vandaled hag ar Sueved o doa aloubet trowardroioù ar Mor Kreizdouar.

Impalaeriezh roman ar C'hornôg a sankas en ur brezel diabarzh e-keit ma veze meret rouantelezhioù nevez gant pennoù gour anvet dierned a vrezel. Hogen bev e chomas an impalaeriezh e reter e-pad hogozik mil bloaz ouzhpenn. Divroadegoù fin an impalaeriezh a lakaas diazezoù a stummas Europa ar grennamzer.