Marcus Valerius Martialis
Neuz
Marcus Valerius Martialis (40-103), anavezet ivez evel Martialis, pe Martial, a oa ur barzh latin eus ar Iañ kantved goude JK, brudet e flemmganoù. Bazhadoù a ro en e skridoù d'an orgedourien ha d'ar gwrac'hed.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e Bilbilis (Calatayud hiziv), e Hispania Tarraconensis, war dro ar bloaz 40. Deuet e oa da Roma d'e 23 bloaz. Mignon e oa da Blinius ar Yaouankañ, Quintilianus, Juvenal.
Goude bevet 35 bloaz e Roma e tistroas d'e vro, ma varvas war-dro ar bloaz 103.
Diwar e benn e-unan e skrivas :
- Sunt quoedam bona, sunt mala, sunt mediocria plura
- A-wechoù e vezan mat, a-wechoù fall, gwechoù gwall zister
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An Epigrammaton libri, pevarzek levrenn enno, eo e bennoberenn, anezho barzhonegoù berr savet etre 85 ha 98, nemet re al levrenn XII a voe savet war-dro 102, pa zistroas d'e gêr c'henidik.
Diskibien e-leizh en deus bet.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (la) Epigrammaton libri