Mont d’an endalc’had

Marcus Salvius Otho

Eus Wikipedia

Marcus Salvius Otho Caesar Augustus (28 Ebrel 3216 Ebrel 69) a oa un impalaer roman hag a renas war-lerc'h Galba, e-pad tri miz, eus ar 15 a viz Genver 69 betek ar 14 a viz Ebrel 69. E vreur henañ Lucius Salvius Otho Titianus, a oa bet konsul en 52.


Anavezet eo e vuhez dre buhezskridoù Suetonius, Ploutarc'hos, Tacitus, ha Dion Cassius.

Genidik e oa e hendadoù eus bourk Ferentium, en Etruria. Ganet e oa-eñ er bloaz 32 e Ferentium, er gens Saluia : senedour e oa e dad-kozh, prokonsul Afrika e dad, en amzer an impalaer Tiberius.

Hervez Suetonius ne oa ket Otho un den gwall blijus, ha troet e oa d'ober e seizh gwellañ da gemer ar galloud. Brav a reas d'ur gourtizanez kozh mann nemet evit gallout mont e darempred gant Neron, ma teuas da vezañ unan eus e wellañ keneiled bambocherezh en e yaouankiz. mont a ra an istorourien, marteze dre gasoni, betek ober aznv eus darempredoù reizhel gant an impalaer hag e vignoned.

Hervez Suetonius c'hoazh e ouie edo Neron o vont da zrouklazhañ e vamm Agrippina, ha roet en defe skoaz dezhañ oc'h aozañ ur goan d'an noz ma voe lazhet e vamm evit didamall an impalaer.

Goude e varv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Vitellius a renas war e lerc'h, eus hanter Ebrel betek Kerzu 69.