Mont d’an endalc’had

Marc'hallac'h sklaved

Eus Wikipedia

Marc'hallac'h ar sklaved zo ur marc'hallac'h ma vez gwerzhet ha prenet sklaved, abaoe an Henamzer.

En Henamzer e oa marc'hallac'hioù brudet en Hellaz ha Roma .

Perzhier Genova ha Venezia a oa marc'hadoù a bouez goude bosenn ar XIVvet kantved pa voe diskaret poblañs al labourerien.

E Portugal e voe digoret ur marc'had e Lagos.

Lisboa oa ur greizenn morianetaerezh a-bouezh er XVvet ha XVIvet kantved. Malta a oa ur marc'hallac'h sklaved bras all, diorret gant Urzh Sant Yann Jeruzalem.

Eus an XVIvet kantved betek 1830 e oa gwerzhet e marc'hallac'hoù sklaved Norzhafrika, re wenn paket e-pad skrapadegoù ar vorlaeron hag ar gorserien otoman pe eus ar Maghreb, hag Afrikaned degaset gant karaouanerien dre ar Sahara.

E Krimea e oa porzh Kaffa ur greizenn trafikerezh ar re wenn. Paket e oant gant an dTatared evit marc'hallac'hoù sklaved an Impalaeriezh otoman. Padout a reas an trafikerezh-se betek voe destaget Krimea ouzh Rusia e 1783.

Trafikerezh ar re zu a oa en Enez Gorée, e Bae Benin, en Aleksandria, e Zanzibar, e Zabid e Yemen, e Maskat en Oman, hag all... betek an XIXvet hag XXvet kantved.

Abaoe an XIXvet kantved en Europa, hag abaoe an XXvet kantved er peurrest eus ar bed, eo berzet gwerzhañ tud.

Luc'hskeudennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Joseph Kessel, Marchés d'esclaves, Les Éditions de France, 1933 (nombreuses rééditions).
  • Marché aux esclaves et harem : épisode inédit de la piraterie barbaresque au XVIII siècle, Paris, E. Leroux, 1875. (lenn enlinenn)