Tenn-gezeg
(Adkaset eus Marc'h-limon)
Un denn-gezeg a vez graet e brezhoneg eus kezeg staget ouzh ur c'harr pe un alar, da sachañ warnañ.
Limon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Graet e vez limon eus pep hini eus div vrec'h ur c'harr ma vez staget ul loen-kezeg etrezo. Eus ar wrizienn c'halianek *lem- "treuzell" e teufe ar ger, a vez kavet e galleg ivez (limon, 1160 ; limonière, 1798, eo an daou limon). Kleur
a lavarer ivez en brezhoneg.
Pa vez graet gant meur a loen e vez graet an diforc'h etre ar marc'h-limon a zoug pouez ar c'harrad hag ar marc'h-blein pe marc'h-ambilh hag a denn en e raok.
Pa vez disternachet al loened, e vez harpet limon ur c'harr, pa vez karget, war ur vatezh-karr ha harpet revr ar c'harr war ur vatezh-karr all.
- Pa vez ur vrec'h hepken e-kreiz ar c'harr gant ul loen a bep tu e vez anvet gwalenn-garr pe gwal-garr ;
peler
eo ar ger pa stager ur marc'h ouzh un arar er mod-se.