María Kastilha (rouanez Aragon)
Neuz
Ur pennad María de Castilla zo ivez.
Maria Kastilha, pe María de Castilla e spagnoleg (1401-1458), a oa infantez a Gastilha, merc'h henañ ar roue Enrique III el Doliente hag e bried Catalina de Lancáster, ha dre-se c'hoar henañ ar roue Juan II.
Dimezet e oa da Alfonso V Aragon.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e kêr Segovia, ha bugel henañ he zud e oa. María de Ayala, leanez ha bastardez ar roue Pedro Iañ Kastilha e oa he maeronez. Savet e voe en un ti renet gant Kastilhaned, ma chomas betek hec'h eured, un dra divoas d'un infantez hag a oa da zimeziñ d'ur priñs estren. Pedro González de Mendoza, Senesal Meur ar rouantelezh, an hini a reas war-dro e zeskadurezh. Inés de Ayala y Toledo, itron Casarrubios del Monte, a oa he gouarnerez. Evel merc'h henañ e voe anvez da briñsez Asturiez.