Manifestadegoù 2018-2019 en Irak
Stad | Irak |
---|---|
Deiziad | 7 Gwe 2018 |
Deiziad kregiñ | 15 Gou 2018 |
Prantad | 2018-2019 one-year-period |
Abeg pennañ | goubrenerezh, dilabour, paourentez, energy crisis |
Manifestadoù 2018-2019 en Irak a vez graet eus un hollad harzoù-labour ha manifestadegoù e bro Irak o c'houlenn ma vefe gwellaet live bevañ an dud hag a-enep breinadur ar gouarnamant. Kroget int e miz Gouhere 2018 e Baghdad ha kêrioù bras ar vro, dreist-holl e proviñsoù kreiz ha su ar vro.
E-kerzh ar manifestadegoù e miz Here 2019, nerzhioù surentez Irak o devoa lazhet 100 d'an nebeutañ gant milieroù a dud gloazet don. Padet eo etre ar 15 a viz Gouhere 2018 hag ar 7 a viz Gwengolo 2018.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Here 2019 ez eo kroget gant manifestadegoù dre ar vro, moustret gant nerzhioù sureentez ar gouarnamant. Ouzhpenn 100 den a zo bet lazhet gant ar polis, archierien en o zouez, hag ur 6000 bennak a zo bet gloazet, kement-se etre ar 1añ hag ar 5 a viz Here 2019. Abaoe fin ar brezel diabarzh a-enep ar Stad Islamek e miz Gwengolo 2017 ez eo an darvoudoù gwadusañ er vro.