Mont d’an endalc’had

Maner Kerenneur

Eus Wikipedia
maner Kerenneur
maner
StadFrañs Kemmañ
E tiriadPlourin-Gwitalmeze Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°30′48″N 4°44′45″W Kemmañ
Statud gladelmonumant istorel enskrivet Kemmañ
Chomlec'hKerenneur Kemmañ
Map

Maner Kerenneur zo ur maner eus ar XVvet, XVvet ha XVIvet kantved e Plourin-Gwitalmeze, e Bro-Leon, e Penn-ar-Bed.

Savet e oa bet ar maner er penn kentañ dre abegoù milourel evel gedva (gallout a reer gwelet ar mor hag an trowardroioù diouzh moger greñv an antre) ; chom a ra hiriv ur foz a veze leuniet gant dour e tu an talbenn norzh.

Savet e oa bet gant Hamon Kergadiou e-tro ar bloaz 1400, nebeut goude Brezel hêrezh dugelezh Breizh. Al lodenn goshañ (tu kleiz an talbenn su) a voe savet etre 1400 ha 1450. Al lodenn all (tu dehou an talbenn su gant an daou lukan) a oa bet savet etre 1540 ha 1550 da vare eured Mari Kergadiou gant Frañsez Kersaozon.

Evel e kalz manerioù e oa, stag ouzh ar maner, ur chapel (lec'h e voe graet eured Mari Kergadiou gant Frañsez Kersaozon) distrujet er XVIIvet kantved, ur c'houldri (distrujet er XXvet kantved) ha div lenn.

Abaoe 1977 emañ war roll ar monumantoù istorel.