Mont d’an endalc’had

Manac'h (boutailh)

Eus Wikipedia
Ur manac'h houarn (war-dro 1925)

Ur manac'h zo ur voutailh ma lakaer dour tomm hag a stouver goude, hag a servij da dommañ ur gwele pa vez yen, e-pad ar goañv dreist-holl, pe da dommañ ul lodenn bennak eus ar c'horf.

Gwechall e oant boutailhoù graet gant pri peurvuiañ, pe boestoù houarn a-wechoù. Hiriv e vezont graet e kaoutchoug kentoc'h.