Maleo
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
Macrocephalon maleo.
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Aves | ||
| Urzhad : | Galliformes | ||
| Kerentiad : | Megapodiidae | ||
| Genad : | Macrocephalon | ||
| Anv skiantel | |||
| Macrocephalon maleo Müller, 1846 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Ar maleo(Daveoù a vank) a zo ur spesad evned, Macrocephalon maleo an anv skiantel anezhañ.
Ar spesad nemetañ eo er genad[1] Macrocephalon.
En arvar emañ da vont da get abalamour ma tigresk e diriad ha gwarezet eo gant gouarnamant Indonezia.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]treset gant Ogilvie-Grant (1896).
Neizhañ a ra ar maleo war an douar, pe en traezh tommet gant an heol pe er c'hondon tanveneziek ma vez andonioù dour berv. Kleuziañ a ra un toull, dozviñ un û ennañ pa vez dereat an tommder ha goleiñ anezhañ gant traezh. Ar plog nevez-digloret a rank ober e hent war-zu ar gorre ha kavout e voued en e-unan.
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a ra diwar vlotviled, c'hwiled, divellkeineged bihan, frouezh, greun, had, merien ha merien-gwenn.
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavout a reer ar spesad en inizi Bangka, Butung, Lembeh ha Sulawesi (Indonezia)[2].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Müller, 1846.
- ↑ Macrocephalon maleo war al lec'hienn Avibase.
