Mont d’an endalc’had

Malala Yousafzai

Eus Wikipedia
Malala Yousafzai, e 2014

Malala Yousafzai (ملاله یوسفزۍ e pachtoueg) (ganet d'an 12 a viz Gouere 1997) zo ur plac'h yaouank eus Pakistan a stourm evit gwirioù ar merc'hed en he bro, ha dreist-holl evit ar gwir dezho da vont d'ar skol. Hi eo ar yaouankañ den biskoazh en deus bet Priz Nobel ar Peoc'h.

E 2009 he doa savet ur blog ma skrive pegen diaes e oa he buhez dindan gwask an Dalibaned e Traoñienn Swat e Pakistan[1] D'an 9 a viz Here 2012 e voe gloazet en he fenn pa voe tennet warni gant un Taliban.[2] Graet e voe war he zro en un ospital e Birmingham, e Bro-Saoz, hag a-benn miz Meurzh 2013 e c'hallas mont d'ar skol en-dro, met e Birmingham ar wech-se.[3].

D'an 12 a viz Gouere 2013 e reas Malala Yousafzai ur brezegenn e sez Aozadur ar Broadoù Unanet ma c'houlenne ar frankiz da vont d'ar skol evit an holl, hag e miz Gwengolo 2013 e voe graet digoradur ofisiel Levraoueg Birmingham ganti[4]. Hi eo an den yaouankañ biskoazh en deus bet ar Priz Sakharov, e 2013. E meur a vro all (Sveden, Kanada...) eo bet enoret e meur a zoare.

"Devezh Malala" a vez lidet d'an 10 a viz Du gant Aozadur ar Broadoù Unanet[5] E miz Here 2014 en deus divizet poellgor Priz Nobel ar Peoc'h reiñ Priz 2014 dezhi ha da g-Kailash Satyarthi, ur stourmer evit gwirioù ar vugale ivez.[6].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Malala – Droed ar merc’hed da gaout deskadurezh (levr-CD), TES, 2016.