Maialen Lujanbio
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Spagn |
Anv ganedigezh | Maialen Lujanbio Zugasti |
Anv-bihan | Maialen |
Anv-familh | Lujanbio |
Deiziad ganedigezh | 26 Du 1976 |
Lec'h ganedigezh | Hernani |
Yezhoù komzet pe skrivet | euskareg, spagnoleg |
Micher | bertsolari, skrivagner, barzh |
Bet war ar studi e | Euskal Herriko Unibertsitatea |
Perzhiad e | Bizitza happening, Q115581917, Tabakalera |
Ezel eus | Ornitorrinkus |
Tachenn | barzhoniezh, bertsolaritza |
Priz | 2009 Bertsolari competition, Q12258512, 2017 Bertsolari competition, Bertsolaritza Main Championship 2022 |
Maialen Lujanbio (Hernani (Gipuzkoa), 26 a viz Du 1976) zo ur varzhez euskarek ha bertsolari. Ar vaouez kentañ eo bet da c'hounit ar Bertsolari Txapelketa Nagusia.
Da 11 vloaz stagas Maialen Lujanbio da embreger er bertso-eskola en ikastola Hernani[1], ha buan e tiskouezas ampartiz, ma lakaas hec'h anv e kampionad-skol Gipuzkoa ma tegouezhas en dro diwezhañ da ganañ ur pezhig barzhoniezh ma oa kinniget pevar ger : cubino, pino, marino hag ánimo. Ha hi da sevel :
- Karreran lehenengua
- zihoan Cubino,
- harek lehen atzetikan
- zedukala Pino
- baina eroi in ziran
- bera ta Marino
- hala ta guztiz haiei
- milaka animo
Da 15 vloaz e kemeras perzh en un abadenn o kanañ gant Andoni Egaña, Anjel Mari Peñagarikano ha Kristina Mardaras en Hondarribia.
E 2001 e kemeras perzh e Kampionad broadel ar Bertsolari, ma c'hounezas an eil plas. Daou vloaz diwezhatoc'h e c'hounezas kampionad Gipuzkoa dirak Jon Martín.