Mont d’an endalc’had

Maen-koun

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Maen-eñvor)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ur maen-koun (liester : mein-koun) a zo un maen gros pe venet a zo un enskrivadur (pe veur a enskrivadur) warnañ evit mirout koun (pe eñvor) un den, ur strollad tud pe un degouezh. Lavaret e vez maen-eñvor ivez.

Ne vezont ket da veskañ gant ar mein-vonn enskrivet a zo evit termeniñ un dachenn pe un tiriad pe ul lec'h heverk war un hent, nag ivez gant ar mein-vez enskrivet, nemet pa vezont savet a-us d'ar bez gant un enskrivadur hir (maen-koun war bez Yann-Frañsez ar Gonideg e Konk-Leon da skouer).
E Breizh ha broioù all e vez kavet mein sonn dindan 1 metrad hag dienskrivet a reer peulvanoù anezho. Darn anezho a zo peulvanoù galian.

Mein-goun Sina

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]