Macaca munzala

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Macaca munzala
Arunachal macaque from Bugun and Shertukpen forests around Eaglenest WLS.JPG
Macaca munzala (ur par).

Status iucn3.1 EN.svg
En arvar (EN)

Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Primates
Kerentiad : Cercopithecidae
Genad : Macaca
Anv skiantel
Macaca munzala
Sinha, Datta,
Madhusudan & Mishra, 2005
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection (yellow).svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png

Macaca munzala[1] a zo ur spesad makaked eus kerentiad ar Cercopithecidae.

Deskrivet e oa bet kenkent ha 1997 gant ar skiantour indian Anwaruddin Choudhury[2] (1959-) a soñjas dezhañ ne oa an taxon nevez-mañ nemet un isspesad eus ar makak Tibet. N'eo nemet e 2004 ma voe lakaet da wir spesad da-heul labourioù ur strollad skiantourien indian[3]. Ne oa ket bet kavet spesad nevez makaked ebet abaoe 1903, pa voe deskrivet Macaca pagensis gant al loenoniour stadunanat Miller (1869-1956).

Graet e vez "munzala" anezhañ e moinbeg, unan eus yezhoù annezidi Arunachal Pradesh : talvezout a ra kement ha marmouz ar c'hoad don.

Doareoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Boued[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Annez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • ██ Tiriad Macaca munzala.
  • Brosezat eo al loen en Arunachal Pradesh, unan eus stadoù India e biz ar vro (ouzh harzhoù Bhoutan ha Tibet).

    Luc'hskeudennet e oa bet e 2006 e Trashiyangtse (Bhoutan) ivez.

    Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Kerandafar.

    Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    1. N'en deus al loen anv boutin ebet testeniekaet e brezhoneg evit poent.
    2. The mystery macaques of Arunachal Pradesh e-barzh Rhino Foundation Newsletter, 2004.
    3. Macaca munzala: A New Species from Western Arunachal Pradesh, Northeastern India e-barzh International Journal of Primatology, miz Eost 2005