Ma breur Jakez

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Ma breur Jakez zo ur ganaouennig e brezhoneg evit ar vugale, azasaet diwar ar Frère Jacques gallek.

Stummoù disheñvel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a stumm anavezet a zo.

Doare Arvor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hemañ a gaver er gazetenn Arvor[1]

 
Va breur Jakez, Va breur Jakez
Kousket oc'h ? Kousket oc'h ?
Sonit ar Gousperoù,
Sonit ar Gousperoù,
Bing, bang, baoñ,
Bing, bang, baoñ.

Awenet eo splann gant ar stumm gallek, goude ma ra anv eus gousperoù e-lec'h matinezoù.

Doare Plouz-foenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar stumm-mañ a gaver en hentenn-deskiñ Plouz-foenn, savet gant Daniel Carré hag Erwan Evenou, embannet gant TES[2].

Ma breur Jakez, Ma breur Jakez,
Kousket out, kousket out ?
Deus da zebriñ krampouezh
Deus da zebriñ krampouezh
Gant laezh dous, gant laezh dous !

Doare Kanit 'ta tudoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un doare kalz hiroc'h zo el levr Kanit 'ta tudoù. N'eo ket skrivet gant piv eo bet savet. Diouzh gwelout e c'hallfe bezañ ar stumm koshañ, nemet n'eus meneg ebet eus kleier, na netra relijiel.

Va breur Jakez, va breur Jakez,
Kousket out, kousket out ?
Deus da zebriñ krampouezh
Deus da zebriñ krampouezh
Gant laezh dous, gant laezh dous !
Va breur Jakez, va breur Jakez,
Bouzar out, bouzar out ?
Echu an dijuniñ
Ret e vo dit yuniñ
Te 'gar re da wele.
Va breur Jakez, va breur Jakez,
Kreisteiz eo, kreisteiz eo,
Klev ar yod o vouilhañ
Klev ar c'hig o fritañ
Merenn eo, hast afo!
Va breur Jakez, va breur Jakez,
Marv out, marv out,
Merenn a zo debret
Hag ar pladoù skaotet
N'ez po mann, betek koan!
Va breur Jakez, va breur Jakez,
Prest eo koan, prest eo koan,
Te 'vo re ziwezhat,
Ne vo tra da lipat,
Te 'raio kof goullo!
Va breur Jakez, va breur Jakez,
Noz-du eo, noz-du eo,
Bremañ c'hellez gedal
Bremañ c'hellez roc'hal
Roc'h, roc'h, roc'h, 'vel ur broc'h.

Breurig Jakez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur ganaouenn all, anvet Breurig Jakez zo bet savet gant Roparz Hemon[3].

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. niv. 49, 7 a viz Kerzu 1941, p.1e.
  2. Plouz… foenn… p.12.
  3. Kanaouennoù III, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, p. 66.