MC Jean Gab'1

Eus Wikipedia
MC Jean Gab'1 e 2013

Charles M'Bouss, brudet gant al lesanv MC Jean Gab'1, zo un aktour sinema, ur rapour, ur senarioour kement hag ur skrivagner ganet d'an 28 a viz Genver 1967. A orin kamerounat, brudet e krog da vezañ e 2003, gant sevenidigezh ar ganaouenn "J't'emmerde". Daoust da vezañ produet daou albom studio n'em sant ket bezañ ur rapour, hogen kentoc'h evel un arzour liesarvezel hag eo ar rap unan e-touez e holl oberiantizioù.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

MC Jean Gab'1 a dremmenas kentañ bloavezhioù e yaouankiz, e 15vet ranngêr Pariz. E vuhez a gemmas trumm pa voe drouklazhet e vamm gant e dad, a c'hoarvezas trumm warlerc'h o zisparti kriz, hi o vezañ tec'het kuit gant ur garedig all. Charles a zeuas da vezañ emzivad hag e tremenas hogos dek vloaz eus e vuhez en DDASS. Da heul reuziadoù torfedourez, e voe bac'het meur a wech e toull-bac'hoù Frañs, hag en Alamagn e Berlin ar c'hornôg, dreist holl evit torfedoù laerezh bankoù. Daoust dezhañ bezañ bevet e metoù ar rap abaoe 1980, evel dañsour pergen, n'eo nemet d'e 30 vloaz e kemeras perzh MC Jean Gab'1 war ur bladenn rap, diwar atiz e vignoned.

Dibabet en doa al lezanv leurenn MC Jean Gab'1 abalamour da sinema ar bloavezhioù 1960 ha 1970, ma ne weled aktor du ebet ouzh ar skramm. Ken plijet ha levezonet eo bet gant ar sonerezh rock koulz gant hini an hip-hop. Ruzañ a reas e revr war kadorioù plato Discovery Channel da ginnig asambles gant Clara Morgane ar film "Dans la tête du tueur".

MC Jean Gab'1 zo plijet ivez gant stumm ar Street Workout (sport straed evit bezañ kigennet kement hag Arnold Schwarzenegger) hag e oa bet tremenet e-barzh an abadenn Tracks war Arte da ginnig se.

Ur fentigellour lemm e spered eo. Videoioù anezhañ a gaver e stumm atersadennoù war YouTube. Un tammig anarkour rebel eo, ha kaset en doa da gac'hat holl pilpouserien ar sistem rap, o lavar outo e oant blin, amparfal ha mito. Komz a ra pemp yezh bet desket gantañ e kelligoù an toulloù-bac'h evit ul lod anezho, an alamaneg hag ar saozneg amerikan en o zouez.


Er ganaouenn J't'emmerde e tiskuilh amzer dremenet meur a rapour hag a strollad rap gall brudet. Ur verzh prim (beuz) a reas dre ar rendaelerezh a savas diwar gement se. Meur a star eus bed an Hip-Hop gall a renk en hevelep paner. Da heul ar ganaouenn-se, pemp bloavezh war-lerc'h, e tarz un emgann etre MC Jean Gab’1 ha seizh den, en o zouez ar rapour Kery James ha Rohff. Kery James en deus roet e soñj eus ar fedoù ha Rohff en deus eztaolet komzoù c'harv keñver MC Jean Gab'1 ha Jo Dalton.

Un tammig has-been e teu da vout bremañ, hogen derc'hel a ra gant e lusk buhez, tro-dro d'ar sport.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]