Mézidon-Canon
Neuz
Kumunioù Bro-C'hall | |
---|---|
Anv | Mézidon-Canon |
Skoed | |
Lec'hiadur Mézidon-Canon en Arondisamant Lisieux | |
Riez | Bro-C'hall |
Rannvro | Normandi |
Departamant | Calvados |
Bro hengounel | Auge |
Arondisamant | Lisieux |
Etrekumuniezh | Communauté de communes de la Vallée d’Auge |
Kanton | Mézidon-Canon (pennlec’h) |
Kod INSEE | 14431 |
Kod post | 14270 |
Maer | François Aubey |
Amzer-gefridi | 2008-2014 |
Gorread | 10,92 km² |
Led | 49° 04' 25" Norzh |
Hed | 00° 04' 12" Kornôg |
Uhelder kreiz | 20 m |
Uhelder bihanañ | 9 m |
Uhelder brasañ | 72 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 4 910 (2009) |
Stankter | 450 a./km² |
Lec'hienn ar gumun |
Mézidon-Canon a oa ur gumun eus departamant gall Calvados e Bro-C'hall. Pennlec’h Kanton Mézidon-Canon e oa.
Bodet e oa d'ar 1añ a viz Genver 2017 gant trizek kumun all d'ober ur gumun nevez: Mézidon-Vallée-d'Auge.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]XIXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E 1831 e voe staget al lodenn vrasañ eus kumun Mirbel (113 annezad) ouzh kumun Mézidon, al lodenn all a voe lakaet e kumun Quétiéville[1].
- 1848: staget e voe kumun Le Breuil ouzh kumun Mézidon.
XXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eil brezel-bed, Emgann Normandi, 1944:
- Bombezadegoù ar Re Gevredet abalamour d'ar porzh-houarn ha d'ar pontoù dreist d'an Dives:
- miz Even: bombezet e voe Mézidon ha Canon d'ar 6 a viz Even hag adarre en noz etre ar 7 hag an 8 a viz Even (div nijerez Boston) gant nijourion c'hall ar Groupe Lorraine[2]; lazhet e voe un den nann soudard e Canon d'an 9 gant ur vombezadeg[3]; bombezadegoù adarre da 7 eur 30 d'ar 14 a viz Even, met ur c'hwitadenn e voe: ne voe ket tizhet ar pontoù, met distrujet e voe Le Breuil ha karter an ti-gar, ha 40 den nann-soudard a voe lazhet e Mézidon e-dan un nebeud munutennoù[1][3];
- miz Gouere: d'an 18 e voe lazhet daou zen nann-soudard e Canon ha pevar all e Mézidon gant ur vombezadeg[3];
- miz Eost: d'an 13 e voe lazhet daou zen nann soudard e Mézidon gant ur vombezadeg[3].
- Emgannoù an Dieubidigezh, miz Eost: d’ar 16 e voe kemeret Saint-Pierre-sur-Dives, bet distrujet gant ar bombezadegoù, gant Skos ar 51vet Rannlu Troadegiezh Highland. Er memes koulz eo tapet Falaise gant Kanadianed ar 6th Infantry Brigade. A-gleiz d’ar Skosiz e ya Saozon an 49vet Rannlu Troadegiezh West Riding war-raok war-zu Mézidon. Daoust d’un enep-tagadenn alaman eo kemeret Canon gant an 49vet Rejimant Anavezadenniñ e dibenn ar beurevezh. Goude merenn eo taget pontoù an Dives gant ar 70vet Brigadenn E fin an abardaevezh emañ ar Vreizhveurizh e rakkerrioù Mézidon. A-hed an noz e tenn ar c’hanolioù alaman eus Mirbel ouzh soudarded ar 1st Battalion Tyneside Scottish. D’ar 17 en em stal pennoù at rejimant skosat e Kastell ar Breuil e Mézidon. Kilañ a ra an 858vet Rejimant Greunadourion alaman[4].
1972: kendeuzet e voe kumunioù Mézidon ha Canon d’ober kumun Mézidon-Canon.
Ar porzh-houarn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Ar porzh-hoarn e penn-kentañ an XXvet kantved
-
Ar porzh-henchañ
- Kerzu 1855: digoret e voe ar porzh-houarn pa voe lakaet e servij al linenn Mantes – Lisieux – Caen gant Kompagnunezh ar C'hornôg.
- C'hwevrer 1859: echuet eo al linenn Le Mans-Argentan- Mézidon, liammet eo Mézidon ouzh Le Mans ha Teurgn.
- Du 1859: digoret e voe ar skourrad etre Coulibœuf ha Falaise, liammet eo Caen, Mézidon, Coulibœuf ha Falaise.
- Even 1879: liammet eo Mézidon ouzh Dives-Cabourg dre Dozulé-Putot gant digoradur kentañ skourrad al linenn Mézidon - Trouville-Deauville.
- Kerzu 1881: peurzigoret e voe al linenn Sainte-Gauburge-Le Mesnil-Mauger, liammet eo Mézidon ouzh Sainte-Gauburge dre Le Mesnil-Mauger hag Échauffour[5].
- E 1938 e voe serret div linenn da zezougen ar veajourion:
- al lodenn Mézidon-Dives-Cabourg eus al linenn Mézidon - Trouville-Deauville d'ar 1añ a viz Meurzh;
- al linenn Sainte-Gauburge-Le Mesnil-Mauger d'ar 15 a viz Mae.
- E miz Du 1969 e voe paouezet gant an dezougen marc'hadourezh el lodenn Mézidon-Dives-Cabourg eus al linenn Mézidon-Trouville-Deauville; dirummet ha divontet e voe goude[6].
- Div linenn a zalc'h da vont en-dro: Pariz–Caen–Cherbourg ha Caen–Teurgn.
Monumantoù ha traoù heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Kastell ar Breuil e Mézidon
-
Kastell Canon
- Kastell ar Breuil, XVIIIvet kantved.
- Kastell Canon, 1779-1786,[7].
- Iliz katolik Sant Pêr e Le Breuil, XIIvet kantved, gant lodennoù ouzhpennet: ur porched er XVvet kantved ha div chapelig en XVIIIvet kantved; gwallaozet e voe an iliz d'ar 14 a viz Even 1944 gant ur vombezadeg ha kempennet e voe gant an Arzoù-Kaer[1][8].
- Iliz katolik Intron-Varia ha Sant Firmin e Mézidon; savet e voe e 1808, dre ma oa bet distrujet abati Santez Barba, ha chapel ar c'hastell a oa re vihan hag en ur stad fall[1].
- Iliz katolik Canon, gant lodennoù eus an XIIvet hag an XIIIvet kantved.
- Dismantroù Kastell Béranger, XVIIvet kantved.
- Grignol an Deog Abati Santez Barba, XVIIvet kantved[9].
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- War lez ar stêr Dives emañ Mézidon-Canon.
Emdroadur ar boblañs 1962-2009
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Niver a annezidi
Melestradurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
1971 | 1983 | Henry Delisle | Strollad Sokialour Gall | Kannad |
1983 | Meurzh 1989 | Roger Achard | tu-kleiz, distrollad | |
1989 | Meurzh 1995 | Roger Bonnaud | tu-dehou, distrollad | |
1995 | Meurzh 2014 | François Aubey | digostezenn, Strollad Radikal an Tu-kleiz da c'houde, Strollad Sokialour Gall bremañ | |
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |