Lykos (breur Nikteüs)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Lykos a oa breur da Nykteüs, hag eontr da Antiope. Brazezet e oa bet e nizez gant an doue Zeus. Tec'het e oa ar plac'h eus ti he zad, Nykteüs, ha laosket ganti he bugale, Amfion ha Zethos, war ar menez Kithairon. Kavet e voent gant ur mêsaer, ha degaset en-dro d'o zad-kozh. Lykos a voe kaset gant e vreur Nikteüs da gerc'hat e verc'h Antiope . Ober a reas, hag e roas Antiope da sklavez d'e wreg Dione.