Mont d’an endalc’had

Luz Pozo Garza

Eus Wikipedia
Luz Povo Garza, e 2013

Luz Pozo Garza (Ribadeo, 21 Gouere 1922A Coruña, 20 Ebrel 2020) a oa ur skrivagnerez hag ur varzhez eus Galiza.

Pa oa pevarzek vloaz, da vare Brezel diabarzh Spagn, ez eas he familh da chom da Lugo, ha goude se da Larache, e Maroko spagnol. Pa zistroas da C'haliza, e 1940, en em stalias e Viveiro. Studioù sonerezh a reas Luz, ha studioù war ar yezhoniezh romanek. Labourat a reas evel kelennerez kastilhaneg en ur skol eil derez e meur a lec'h (Corcubión, A Coruña, Vigo, Nigrán), betek ma'z eas e retred e 1987. Etre 1975 ha 1976 e voe unan eus kenrenerien ar gelaouenn lennegel Nordés.

Kregiñ a reas da skrivañ barzhonegoù e kastilhaneg, met tamm-ha-tamm e skrivas, muioc'h-mui, e galizeg.

Adalek 1996 e voe ezel eus ar Real Academia Galega (akademiezh roueel Galiza), hag he sekretourez zoken eus 1997 da 2001. E 2007 e voe kinniget hec'h anv gant Kevredigezh ar skrivagnerien c'halizek evit Priz Nobel al Lennegezh. He barzhonegoù zo bet troet e meur a yezh, e kastilhaneg, portugaleg, katalaneg, galleg, saozneg, alamaneg, hungareg, ruseg ha japaneg.