Lur Kiprenez
Kod ISO 4217 | CYP |
Implijet e | Cyprus (estreget e Republik Turk Kiprenez an Norzh), Akrotiri ha Dekhelia |
Monc’hwezh | 2.6% |
Andon | The World Factbook, 2005 est. |
ERM | |
Adalek | 2 Mae 2005 |
€ = | £0.585274 |
Band | 15% |
Rannadur | |
1/100 | cent |
1/1000 | mil |
Arouez | £ |
Pezhioù | 1, 2, 5, 10, 20, 50 cents |
Bilhedoù | £1, £5, £10, £20 |
Bank-kreiz | Bank Kreiz Kiprenez |
Lec'hienn | www.centralbank.gov.cy |
Lur Kiprenez, anvet ivez en un doare nann-ofisiel Lira Kiprenez (eus a latin lira, gresianeg λίρα / lies. λίρες ha turkeg lira) a zo ur moni implijet e Republik Kiprenez hag e Akrotiri ha Dhekelia. Republik Turk Kiprenez an Norzh a ra gant Lira Nevez Turkia avat.
E 1879 e voe krouet lur Kiprenez. An hevelep talvoudegezh hag al Lur Saoz o-doa betek 1960 ha disrannet e oa e 20 shilling (σελίνι / σελίνια, şilin). E 9 piastr (γρόσι / γρόσια, kuruş) e oa disrannet ar shilling ivez da virout ul liamm gant al Lira Durkat a oa disranet e 100 kuruş. E 40 para e oa disrannet pep piastr. Gant ar bloavezhioù e lakaas ar monc’hwezh talvoudegezh ar para da zigreskiñ ha divizet e voe e 1955 da erlec'hiañ ar paraoù hag ar shillingoù gant 1000 mil (μιλς, mil). Kenderc'hel a rejod da envel ar pezh 5 mil ur "piastr" hag hini 50 mil ur "shilling".
E 1983 e erlec'hjod ar miloù gant centoù. Pep cent a dalveze 10 mil. D'an amzer-se e oa ar pezh bihana e dalvoudegezh hini 5 mil. 1/2 cent e voe adanvet met dilammet e voe buan a-walc'h goude m'en-do e lakaaet da zidalvoudus ar monc'hwezh.
Erlec'hiet e voa lur kiprenez gant an euro en dazont tost.
Pezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Coins=[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar pezhioù implijet bremañ a zo :
- 1 cent (μονόσεντο)
- 2 cents (δίσεντο)
- 5 cents (πεντάρα) / (σελίνι)
- 10 cents (δεκάρα) / (διπλοσέλινο / τσιφτές)
- 20 cents (εικοσάρα) / (τετρασέλινο)
- 50 cents (πενηντάρα) / (δεκασέλινο)
Ar pezh a 20 cent kognet hiziv n'e-deus ket an hevelep kil hag an hini diskouezt amañ. Penn ar prederour Zenon eus Kition a ziskouez.
Bilhedoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar bilhedoù implijet hiziv a zo :
- 1 pound (μονή)
- 5 pounds (πεντόλιρο) / (πεντάρικο)
- 10 pounds (δεκάλιρο) / (δεκάρικο)
- 20 pounds (εικοσάλιρο) / (εικοσάρικο)
Feur eskemm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
D'an 16 a viz Gwengolo 2006 e oa feur-eskemm al lari
1 EUR = C£ 0.575484
1 USD = C£ 0.451199
1 GBP = C£ 0.851730
Moneizoù Europa | |
---|---|
Kelc'hiad Euro | Euro |
Norzh | Kurun Zanek | Kurun Faeroek | Kurun Islandat | Kurun Norvegiek | Kurun Svedek |
Rannvro Valtek | Kroon Estoniat | Lat Letoniek | Litas Lituaniek |
Kornôg | Lur Saoz | Lur Gwernenez | Lur Jerzenez | Lur Manav |
Kreiz Europa | Kurun Dechekiek | Forint Hungariek | Złoty Poloniek | Kurun Slovakek | Tolar Sloveniek | Lur Swisek |
Reter | Roubl Belarus | Tenge Kzac'hstan | Roubl Rusat | Hryvnia Ukrainiat |
Gevred | Lek Albaniek | Lev Bulgarek | Mark Troüs Bosnia ha Herzgovina | Kuna Kroatek | Denar Makedoniek | Leu Moldovek | Leu Roumniek | Dinar Serbiek |
Kreizdouarel | Lur Kiprenez | Lur Jibraltar | Lira Malta | Lira Nevez Turkia |
TKaokaz | Dram Armeniat | Manat Azerbaidjan | Lari (Jorjia) |
Broioù nann-anavezet | Roubl Trañsnistria |