Luke Fitzgerald

Eus Wikipedia

Luke Fitzgerald a zo ur rugbier iwerzhonat, ganet e Dulenn d'an 13 a viz Gwengolo 1987. C'hoarier kreiz pe askeller eo war an dachenn. C'hoari a ra evit skipailh proviñs Laighin abaoe 2006. Naontek vloaz oa pa oa bet dibabet ar wech kentañ da c'hoari e skipailh rugbi Iwerzhon. Gwisket en deus trizek gwech ar roched wer ha dibabet eo bet ur wech da vont gant al Lions e 2009.

Komz a ra "Fitzy" iwerzhoneg mat-tre: implij a ra anezhañ gant e familh pe evit kanañ kan broadel Iwerzhon.