Mont d’an endalc’had

Luisa Sanfelice

Eus Wikipedia
Luisa Sanfelice er vac'h
GioacchinToma, 1874

Maria Luisa Sanfelice dei Duchi di Agropoli e Lauriano (Napoli, 28 a viz C'hwevrer 1764 - Napoli, 11 a viz Gwengolo 1800) a oa un dugez italian e Rouantelezh Napoli hag a gare ur republikan. Hi eo penntudenn romant Alexandre Dumas La Sanfelice. Harzet e voe er palez Mastelloni m'edo o chom.

Ganet e oa Maria Luisa Fortunata de Molina, hec'h anv gwir, d'an 28 a viz C'hwevrer 1764 e Napoli. Merc'h e oa d'ur jeneral a orin spagnol, don Pedro de Molino, ha da Gamilla Salinero. Dont a reas da vout La Sanfelice d'he seitek vloaz, goude dimeziñ da Andrea Sanfelice, ur c'henderv dezhi, dug Lauriano.

Etre Genver ha Mezheven 1799 e voe dispac'h e Napoli. Kaset kuit e voe Roue an Div Sikilia Ferdinando IV Naplez gant jakobined Napoli, ha skoazellet e oant gant an armeoù republikan gall. Repuet e oa ar roue e Palermo, ha harpet e voe gant soudarded saoz ha rus.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]