Ludwig von Siegen
Ludwig von Siegen, a-wechoù Ludwig von Sechten (e-tro Meurzh 1609 en Köln – e-tro 1680 e Wolfenbüttel) a oa un engraver amatour alaman. Roet e e vez dezhañ kavadenn an doare du, anvet mezzo-tinto ivez.
Letanant-koronal ha gward priñs Rupert, kont palatinat ha niz d'ar roue Charlez Iañ Bro-Saoz e oa Ludwig von Siegen. E 1642 e kasas ur poltred eus Amelie Elisabeth von Hessen, landgrafez ha lezrouanez Hessen-Kassel da Wilhelm VI Hessen, asambles gant ul lizher ma tisplege en doa ijinet un doare nevez da engraviñ ma c'helle an dud diskouez an hanter-livioù, anvet mezzo-tinto en italianeg, etre gwenn ha du.
E 1657 e kejas ar priñs Rupert ouzh e genderv Wilhelm VI. Da-heul ar gejadenn e stagjont gant un eskemm dre lizher, ma komzjont eus an teknik nevez-se. Al livour hag engraver flamank Wallerant Vaillant a stagas gant peurlipat an teknik, ha meur a engravadur a savas. E 1660 ez eas ar priñs Rupert da Vro-Saoz da ziskouez kavadenn L. von Siegen d'ar skrivagner John Evelyn. Gant Evelyn e voe embannet al levr kentañ ma weler ur skeudenn doare mezzo-tinto e 1662. Daoust ma ne voe ket displeget an teknik dre ar munud e voe skignet ar mezzo-tinto e-touez holl engraverien ar rouantelezh ha brudet-tre e teuas da vezañ en XVIIIvet kantved dindan an anv « engraviñ en doare saoz ».
N'anavezer ket kalz engravadurioù diwar dorn Ludwig von Siegen. En o zouez ez eus ur poltred eus Willem II van Orange hag unan eus Elizabeth Stuart. Goude ma vije aet kuit ar priñs Rupert da Vro-Saoz e labouras evit priñs-dilenner Mainz, ha goude-se evit dug Wolfenbüttel.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hubert Von Herkomer (1892), Etching and Mezzotint Engraving : Lectures delivered at Oxford, Andesite Press, 2017 (ISBN 978-1-375-55811-2)
- Alfred Whitman (1902), The Print-Collector’s Handbook, Wentworth Press, 2019 (ISBN 978-0-526-06438-0)