Wolfenbüttel

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Marktplatz (plasenn ar Marc'had), e Wolfenbüttel

Wolfenbüttel zo ur gêr eus Niedersachsen, en Alamagn, 10 km er c'hreisteiz da gêr Braunschweig, war lez ar stêr Oker. 52 446 a dud a oa enni e Kerzu 2016.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kentañ meneg eus anv Wolfenbüttel a gaver en 1118. Hervez a greder ne oa neuze nemet ur bodad tier war un enezennig eus ar stêr Oker. En 1432 e voe savet ur palez e Wolfenbüttel gant duged Braunschweig. A-hed tri c'hanved e voe darempredet gant arzourien ha tud evel Michael Praetorius, Gottfried Wilhelm Leibniz, ha Gotthold Ephraim Lessing. War-dro 1753 e tistroas al lez da gêr Braunschweig, ha da get ez eas brud Wolfenbüttel neuze.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.