Lucrezia Barberini
Lucrezia Barberini, ganet e 1628 ha marvet e 1699, a oa trede ha diwezhañ pried Francesco Iañ d'Este, dug Modena.
He zud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h henañ Taddeo Barberini(1603-1647), Priñs Palestrina, hag e bried Anna Colonna (1605-1658) e oa Lucrezia. He mamm a oa merc'h da Filippo Colonna, Priñs Paliano[1]. C'hoar e oa da Maffeo Barberini ha d'ar c'hardinal Carlo Barberini ha gournizez d'ar pab Urban VIII. E-touesk hec'h eontred e oa tri c'hardinal: Francesco Barberini, Antonio Barberini ha Girolamo Colonna. He c'henderv Lorenzo Onofrio Colonna, Priñs Paliano, a zimezas da Maria Mancini, nizez da Jules Mazarin, kardinal ha kentañ ministr Bro-C'hall.
Dimeziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas e miz Here 1654, e Loreto (Marche), er Basilica della Santa Casa, da Francesco Iañ d'Este[2], dug Modena.
Gant an eured-se e voe lakaet fin d'ar brezelioù a oa bet etre Tiegezh d'Este hag ar Barberini evel da-geñver Brezelioù Castro[3]. pa oa bet Francesco hag e dad oc'h en em gannañ ouzh arme Taddeo Barberini.
Mab
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur mab o doe Lucrezia ha Francesco:
- Rinaldo d'Este (1655 - 1737) kardinal 1686-1695, dug war-lerc'h e dad adal 1694, a zimezas e 1696 da Charlotte von Braunschweig-Lüneburg (1671-1710) merc'h d'ar Priñs alaman Johann Friedrich von Braunschweig-Calenberg (1625-1679)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Worldroots: Barberini
- ↑ Papal Genealogy: The Families And Descendants Of The Popes by George L. Williams (McFarland, 2004)
- ↑ Penny cyclopaedia of the Society for the diffusion of useful knowledge, Volume 3 (C. Knight, 1835)