Mont d’an endalc’had

Basilica della Santa Casa

Eus Wikipedia
Talbenn Iliz an Ti Santel Loreto.
An Ti Santel en iliz.

Penniliz an Ti Santel (Basilica della Santa Casa en italianeg) zo un iliz e Loreto en Italia. Enni eo enoret an ti ma voe ganet Mari, mamm Jezuz, e Nazaret, ha ma vevas betek deiz Kemenn ganedigezh da zont he mab Jezuz.

Hervez ur vojenn, p'edo kêr Nazaret war-nes bezañ kemeret gant ar vuzulmaned e teuas ur bagad aelez da c'horren an ti en noz etre an 9 hag an 10 a viz Kerzu 1294, ha d'e gas dreist ar mor da Loreto. Se zo kaoz e vez pedet Gwerc'hez Loreto da wareziñ an aer sturierien.

En gwir eo ur priñs eus Bizantion, Nikeforos Iañ Doukas Commenos, a gemeras intrudu, en 1290, da gas un ti eus Palestina, eus Nazaret en-eeun, betek Marche Italia (en eskemm arc'hant, dre ma oa bet graet memes tra gant roue Bro-C'hall Loeiz IX). Dispennet e voe an ti e Nazaret en 1291, dilestret war aod Dalmatia hag adsavet a-benn ar fin e Loreto en 1294.