Mont d’an endalc’had

Lucas Cranach an Henañ

Eus Wikipedia
Ur pennad Lucas Cranach ar Yaouankañ zo ivez.
Poltred Lucas Cranach an Henañ da 77 vloaz, savet gant e vab Lucas Cranach ar Yaouankañ

Lucas Müller, lesanvet Lucas Cranach an Henañ, (4 a viz Here 1472 e Kronach - 16 a viz Here 1553 e Weimar) a oa ul livour hag un engraver eus an Azginivelezh alaman. Diwar anv e gêr c'henidik e teu e lesanv. Tad e oa da Lucas Cranach yaouank (1515-1586).

Etre 1501 ha 1504 e veajas e traoñienn ar stêr Danav betek Vienna, hag eno e tarempredas meur a lennegour. Hans Cranach (1503-1537), e dad, a gelennas dezhañ[1]. Taolennoù levezonet gant ar relijion a livas d'ar mare-se (Sant-Hieronymus e 1502, Kroazstagadur e 1503, An ehan e-kerzh an dec'hadenn da Egipt e 1504) ha poltred Cuspinian hag e wreg — ul lenneg a Vienna — e 1504.

D'ar mare-se e oa damheñvel e oberennoù ouzh re Albrecht Dürer ha re Albrecht Altdorfer : gweledvaoù birvilh enno, livioù flamm, leun a vunudoù hag a arouezioù, tudennoù taolennet pizh, dezho neuzioù kevrinus.

E Wittenberg en em stalias e 1505 hag e teuas da vezañ livour lez ar priñs-dilenner Friedrich ar Fur a Sachsen. Noplaet e voe e 1509. Ouzhpenn e lakaat da sevel sternioù-aoter ha poltredoù e felle d'e warezerien kaout peadra da ginklañ o ziez, neuze e kemmas e zoare da labourat. Aozañ a reas ur stal-labour, enni e labouras gant e zaou vab.[2]. Azalek ar mare-se e tilezas e zoare da livañ hag e tostaas d'ar vanieregezh : hiroc'h ha gwevnoc'h e teuas ar stummoù, an tudennoù o doe ur perzh brasoc'h keñveriet gant hini o endro, kenaozet pizh e oa an doare m'en em zalc'hent, koulz hag o dilhad. Lod arbennigourien a gav ez eo ar c'hemm-se penn-kentañ un diskar az eas war greñvaat goude 1525, re all a gav dezho e voe talvoudus ar pezh a savas etre 1505 ha 1525, daoust m'eo disheñvel-tre diouzh ar pezh a reas pa oa e Vienna.[3]
Dre ma'z ae doare e oberennoù war eeunaat e voe aesoc'h dezhañ eilañ anezho en e stal-labour[2].Ur pimpatrom plac'h stilizet a grouas neuze, diazezet war bennaennoù ne oant ket klasel tamm ebet. Ar pimpatrom-se, skeudennet peurliesañ dre wagennadoù mistr (Nimfenn ouzh un eienenn, 1518 ; Lukres,1532) a vez displeget alies evel ur badusted eus an arz gotek pe evel un doare da dostaat ouzh ar vanieregezh[2]. Dre e implij eus al livioù hag eus al linennoù kildroennek e teu oberennoù Cranach da vezañ hoalus[3].
En e daolenn Gwener (1529) e livas Cranach un tem klasel eus an Azginivelezh, hag ec'h ouzhpennas kalz a orgederezh ennañ. En he noazh emañ Gwener evel m'eo dleet, hag ur plac'h yaouank eo. Un dro-c'houzoug he deus evel ma vije ur serc'h, ha gant ur biz e tiskouez he forzh en ur sellout ouzh an arvesterien en un doare lorbus. An endro a denn da hini Alamagn ar mare-se[4].

Er memes mare e kejas ouzh Martin Luther e Wittenberg. Mignoned e teujont da vezañ, ha Cranach a savas meur a boltred eus Luther. Sevel a reas Cranach a-du gant mennozhioù Luther, ha meur a hini eus an taolenn a livas a oa stag ouzh pennaennoù an Disivoud, ha tennet eus an Testamant Kozh pe eus an hini nevez. Poltredoù ha taolennoù relijiel a livas ivez, hag en Europa a-bezh e voe brudet. Azalek 1525 e labouras muioc'h hag e voe sikouret gant e vibien, Hans ha Lucas o anvioù.

Perc'henn e oa war ur stal apotikerezh hag un ti-moullañ, ha teir gwech e voe dilennet da vourkmestr.

Yann-Friedrich a voe prizoniet goude Emgann Müehlberg (24 a viz Ebrel 1547). Cranach a yeas d'e heul etre 1550 ha 1552, ha goude-se e tistroas da Weimar. Eno e varvas bloaz goude, goude bezañ savet ouzhpenn 400 oberenn. E vibien a gendalc'has neuze gant e stal.

Gwener (1532), Das Städel Museum, Frankfurt

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Les peintures de Lucas Cranach Max J. Friedlaender ha Jakob Rosenberg, Flammarion, 1978.
  • Abadenn: Les dernières hallucinations de Lucas Cranach L'Ancien, gant Patrick Bonté ha Nicole Mossoux, Tilburg, 1991.

Mojennoù Hellaz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Dictionnaire de l'art et des Artistes, 1982 (Fernand Hazan)
  2. 2,0 2,1 ha2,2 Les grands maîtres de la Renaissance allemande de Dürer à Holbein : Cranach l'Ancien, un parcours singulier, Les dossiers de l'Art, niv. 148, p. 58.
  3. 3,0 ha3,1 Pierre Vaisse, Pennad Cranach l'Ancien, Encyclopaedia Universalis, DVD, 2007.
  4. Les grands maîtres de la Renaissance allemande de Dürer à Holbein, p. 59.