Louvain-la-Neuve

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Louvain-la-Neuve

Louvain-la-Neuve (berraet a-wechoù e LLN) zo ur gêr nevez-savet er bloavezhioù 1970 e Belgia, e kumun Ottignies-Louvain-la-Neuve, e proviñs Brabant Wallonia.

Ur gêr savet diwar netra eo Louvain-la-Neuve, savet da-heul an troc'h a voe e Skol-veur Gatolik Louvain (Leuven), etre ar studierien c'hallek hag an nederlandegerien. Manifestadegoù a voe graet eno, e dibenn ar bloavezhioù 1960, gant ar studierien flandrezat a c'houlenne ma vefe graet gant an nederlandeg hepken er skol-veur-se abalamour ma oa diazezet e Flandrez. Divizet e voe neuze rannañ ar skol-veur e div lodenn, ur skol-veur c'hallek hag ur skol-veur nederlandek, ha staliañ ar skol-veur c'hallek e Wallonia. Staliet e voe en ul lec'h a voe anvet "Louvain-la-Neuve", tra ma chome ar skol-veur nederlandek e Leuven ("Louvain" e galleg). En-dro d'ar skol-veur nevez e voe savet ur gêr nevez, da reiñ bod d'ar studierien ha d'o c'helennerien. E Louvain-la-Neuve eta emañ an Université Catholique de Louvain (UCL), a zo distag diouzh Katholieke Universiteit Leuven (KUL). Ouzhpenn ar skol-veur e kaver ivez, e Louvain-la-Neuve, un toullad embregerezhioù penn a-raok hag ur mirdi diwar-benn oberenn Hergé.

Mirdioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.