Mont d’an endalc’had

Louise de Keroual

Eus Wikipedia
Louise de Keroual.
Poltred gant al livour gall Pierre Mignard.
Louise de Kéroualle, gant al livour saoz Peter Lely.

Louise Renée de Penancoët de Keroual[1] (1649-1734), dukez Portsmouth hag Aubigny, Breizhadez a orin, a voe pried-kleiz ar roue saoz Charlez II e-pad ur 15 vloaz, hag ivez toupinerez ar roue gall Loeiz XIV. Hervez Saint-Evremond: « gant ar seizenn en-dro da zargreiz an Dimezell a Geroual eo unanet Bro-Saoz ha Bro-C'hall  ».

He yaouankiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa Louise Renée de Penancoët de Keroual e miz Gwengolo 1649 e maner Keroual, en Gwiler (distrujet e miz Eost 1944), e-kichen Brest. Merc'h e oa da Guillaume de Penancoët de Keroual ha da Marie de Plœuc, bet euredet en 1645.
Daou vugel all a oa:

  • ur mab koshoc'h (ganet e 1646)
  • hag ur verc'h yaouankoc'h Henriette Mauricette de Penancoët de Kérouaille, ganet en 1655, a zimezas div wech:

Tud a noblañs eo an tad hag ar vamm, un tiegezh a bouez o deus e Leon, met n'int ket eus ar pinvidikañ ha bihan eo ar gwenneien er c'hastell. He studioù a reas Louise e kouent Santez-Ursula Lesneven ma oa ur voereb dezhi e-touez al leanezed.


Dug Beaufort, pennkabiten ar verdeadurezh, a reas un tamm lez da Louise, en aner avat, hag a brometas he lakaat da zimezell a enor gant Henriette d'Angleterre, dugez Orleañs ha c'hoar-gaer d'ar roue Loeiz XIV.

A Versailhez da Londrez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Loeiz XIV, gant Hyacinthe Rigaud.

Goude e varv eo e talc'ho dug Beaufort d'e bromesa. En 1668 e tegouezhas Louise Renée e kastell Versailhez evit servijout Henriette d'Angleterre, dugez Orleañs, c'hoar d'ar roue saoz Charlez II, c'hoar-gaer ha keniterv d'ar roue, bet serc'h dezhañ, ha 19 vloaz dezhi. Ar roue a daolas evezh outi ; da neuze e oa an itron Montespan a oa serc'h da Loeiz XIV. A-hervez e soñjas kemer anezhi da serc'h nevez met kavbout a reas talvoudusoc'h he lakaat da labourat evitañ el lez.
En 1670 ez eas da Zunkerk, hag alese da Vo-Saoz, da-heul Henriette d'Angleterre, karget a gefridi diplomatek gant ar roue. Charlez II a oa roue Bro-Saoz, Bro-Skos hag Iwerzhon abaoe 1660, ha n'en doa ket gwelet e c'hoar abaoe 9 bloaz. Ne oa ket douget na da Vro-C'hall na d'ar roue gall, kenderv dezhañ koulskoude. Met evel e genderv gall eo mab-bihan d'ar roue gall Herri IV, hag evelto eo merc'hetaer daonet, ha Loeiz XIV ne oa ket hep gouzout kement-se. Degemer e c'hoar a reas Charlez e kastell Dover. Un degemer war an ton bras a voe graet, biskoazh kaeroc'h. Ouzhpenn preder an tiegezh a oa e penn ar roue: kaoz a oa bet gant dug Buckingham eus un dimezell a enor a dalveze ar boan sellout outi a dost.

Serc'h d'ar roue

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Charlez II.
Louise de Kéroualle par Sir Peter Lely (1671).

Annezet e oa Louise e palez Whitehall, en ur pikol ranndi ha dont a rae Charlez d'ober al lez dezhi bep noz. Dindan urzhioù ar markiz de Croissy e oa-hi, ha gouzout a rae petra a oa gortozet diganti. E miz Here 1671 e oa bet pedet d'ur banvez bras roet gant kontez Arlington, ma oa pedet ar roue.
Lidet e voe donedigezh ar roue, hep ar rouanez, goude ma oa dimezet da Catherine de Portugal met dilezel a rae e wreg ha bugel ebet n'o doa. Un eured faos a voe aozet, met un nozvezh eured e voe etre Louise h
a Charlez, ha setu Louise Renée de Penancoët de Keroual deuet da vout serc'h roue Bro-Saoz.

Anvet e voe da zimezell a enor d'ar rouanez, e doare kenderv Versailhez: war-zigarez mont da welout ewreg e teuear roue da welout e serc'h. Evel-just e voe kaset keloù da Loeiz XIV gant e gannad eus troioù an doupinerez hag eus pegen bras galloud he devoa war he fried-kleiz saoz. En 1672 e c'hanas Louise ur mabig, Charles Lennox, a voe lakaet da dug Richmond e 1675. Douaroù a voe roet d'ar vamm, a voe anvet da dugez Portsmouth, kontez Fareham, ha baronez Patersfield, hag ul leve a 138 000 lur saoz. Pemzek vloaz e padas he levezon, betek marv ar roue saoz e 1685. Met sachañ a reas kasoni ha gwarizi war he choug, rak dezhi e oa tamallet distro ar roue d'ar gatoligiezh, ha gant-se ne oa ket karet gant ar bobl.

En 1684, war c'houlenn Charlez, e voe graet dugez Aubigny (Aubigny-sur-Nère, e Berry, en Sologne) gant Loeiz XIV, abalamour, hervez ar saoz, e oa bet an douar-se d'an tiegezh Stuart, hag ouzhpenn e voe graet Pair de France. Er bloaz-se en-eeun e prenas kastell Tremazan, e Leon, da stagañ ouzh douaroù Keroual.

Bet e oa « la bonne Dame d'Aubigny » (evel ma lare tud ar vro) o chom ur pennad e kastell La Verrerie (Cher) met e Pariz eo e varvas d'ar 14 a viz Du 1734, straed Saints-Pères, goude fontet ganti un tamm mat eus he feadra.

==Traoù ouzhpenn Lady Diana Spencer, priñsez Kembre, a ziskenne eus Louise de Keroual ha Charlez II, Charles Lennox, dug Richmond.


  1. Keroual a vez skrivet e nouspet doare : Keroual, Kéroual, Keroualle, Keroualze, Querouailles, Querouvaille, etc. Ar stumm kentañ eo an tostañ d'an doare-skrivañ brezhonek.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Jean-Loup Avril, Mille Bretons, dictionnaire biographique, p. 228-229, Les Portes du large, Saint-Jacques-de-la-Lande, 2002, (ISBN 2-914612-10-9).
  • Emmanuel Salmon-Legagneur, Les Noms qui ont fait l'histoire de Bretagne, p. 206, Coop Breizh/Institut culturel de Bretagne, 1997, (ISBN 2-84346-032-8) (ISBN 2-86822-071-1).
  • Joël Raguenes, Lady Louise, le roman de Louise de Keroual, maîtresse du roi, JC Lattès, 2005
  • Alain Boulaire, Louise de Keroual, embannadurioù Le Télégramme, 2011

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]