Louise Ackermann
Louise-Victorine Choquet (Pariz, 30 a viz Du 1813 – Nisa, 2 a viz Eost 1890), Louise-Victorine Ackermann hec'h anv-pluenn, a oa ur varzhez c'hall.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa Louise-Victorine Choquet e Pariz ; Pikarded e oa he zud, deuet da chom da gêr-benn Bro-C'hall. Troet e oa he zad gant al lennegezh, hini Voltaire dreist-holl, ha reiñ a reas dezhi un deskadurezh pell diouzh ar relijion. Goude ur pennad e kuitaas Pariz gant e diegezh, e wreg hag o zeir merc'h, da vont da chom war ar maez. Ur bugaleaj digenvez he doe Louise.
Kaset e voe da Alamagn da studiañ, d'an Humboldt-Universität zu Berlin, savet gant Wilhelm von Humboldt (1767-1835).
Eured
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1844 e timezas d'ar pastor protestant elzasat Paul Ackermann, a oa mignon da P.-J. Proudhon. Pa varvas he fried, e 1846, ez eas da chom war ar maez, en ur genlabourat gant ar Revue des Deux Mondes, o kas barzhonegoù, a zastumas e levrioù goude: Contes en vers (1855), Premières poésies (1873), Poésies philosophiques (1874) ha Pensées d'une solitaire (1883).
Mervel a reas e Nisa.
Hec'h oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Contes et Poésies, 1862.
- Le Déluge, 1876.
- Pensées d'une Solitaire, Précédées d'une Autobiographie, 1882.
- Oeuvres, 1885.
- Ma Vie, 1885.
- Première Poésies, 1885.
- Poésies Philosophiques, 1885.
- Contes, 1955.
- Poésies Philosophiques, 1971.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Louise Ackermann : Ma vie – Premières poésies – Poésies philosophiques, Éditions L'Harmattan, 2005(ISBN 978-2-7475-9407-3)