Louis-Gaston de Ségur
Neuz
Louis-Gaston de Ségur, ganet e 1820 e Paris ha marvet eno e 1881, a oa un diplomat gall, deuet da vout beleg, hag ur skrivagner gallek.
Mab e oa da Sofia Rostopchina, kontez Segur, skrivagnerez c'hallek brudet a orin rus.
Oberennoù troet e brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1874 : Trede urs Sant-Frances, troet gant Goulven Morvan, Brest, J.-B. Le Fournier hena.
- 1878 : Ar Revolusion, troet gant Arsène de Kerangal diwar La Révolution[1], embannet war Feiz ha Breiz.
- 1915 : Er Gomunion santél dré en eutru Ségur, Henbont, impr. de C. Normand
Notenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Mgr de Ségur, La Révolution, 1861.