Lot (stêr)
Neuz
Al Lot (Òlt en okitaneg) zo ur stêr eus kreisteiz Bro-C'hall, adstêr d'ar Garona war e lez dehoù.
E anv a voe roet e 1790 d'un departamant gall, al Lot, ha Cahors ar penn-kêr anezhañ, ma'z eo brudet ar pont dreist ar stêr Lot.
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Faziek eo ar stumm en implij e galleg ofisiel, bet lakaet da dalvezout adalek krouidigezh an departamantoù. N'eo an L nemet ar ger-mell gallek l’ staget ouzh anv ar stêr[1]. Kar e vije an anv Òlt da hini ar stêr Oud e Breizh.
Departamantoù ha kêrioù treuzet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lozère : Mende, Chanac, Banassac ha La Canourgue
- Aveyron : Saint-Geniez-d'Olt, Sainte-Eulalie-d'Olt, Espalion, Estaing, Entraygues-sur-Truyère, Capdenac-Gare
- Cantal : Vieillevie, Saint-Projet; redek a ra ar stêr etre departamantoù Cantal hag Aveyron a-hed un toulladig kilometroù, en hanternoz da gConques.
- Lot : Soturac, Touzac, Vire-sur-Lot, Grézels, Puy-l'Evêque, Pescadoires, Lagardelle, Bélaye, Castelfranc, Albas, Luzech, Caïx, Parnac, Douelle, Cahors, Saint-Cirq-Lapopie, Capdenac, Cajarc, Mercuès
- Lot-et-Garonne : Fumel, Saint-Vite, Penne-d'Agenais, Saint-Sylvestre-sur-Lot, Villeneuve-sur-Lot, Sainte-Livrade-sur-Lot, Temple-sur-Lot, Castelmoron-sur-Lot, Granges-sur-Lot, Lafitte-sur-Lot, Clairac, Bourran, Aiguillon
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Deroy (Louis) & Mulon (Marianne), Dictionnaire des noms de lieux, Les usuels Robert, 1992, p.283.