Razh moueek
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Rodentia | ||
Kerentiad : | Cricetidae | ||
Iskerentiad : | Lophiomyinae | ||
Genad : | Lophiomys | ||
Anv skiantel | |||
Lophiomys imhausi Milne-Edwards, 1867 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar razh moueek (Lophiomys imhausi) a zo ur c'hrigner hag a vev e reter Afrika (Soudan, Soudan ar Su, Eritrea, Etiopia, Djibouti, Somalia, Kenya, Ouganda, Tanzania). Hiniennoù karrekaet zo bet dizoloet en Israel. Bevañ a ra en tachennoù koadek, e toulloù er reier, e kefioù gwez kleuz pe er strouezheg e-kichen dourredennoù.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur razh bras a-walc'h eo, gant ur c'horf 20-40 cm a hirder hag ul lost blevek 15 cm. Marellek eo e vlevenn : gris, gell ha du gant roudennoù ha brizhelloù gwenn. Ur moue a red a-hed e gein.
Emzalc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa vez nec'het pe direnket ar razh moueek e c'hell sevel e vlev a-bik (tennañ a ra neuze d'un hoc'h-dreinek) hag ezteurel c'hwezh fall, evel ar skoñsed. Ouzhpenn se e c'hell hejañ e gorf gant fiñvadennoù trumm, skrignal e zent ha krozal.
Pignat a ra aezet er gwez hag oberiant eo diouzh an noz.
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur geotdebrer eo ar razh moueek. En em vagañ a ra diwar frouezh, delioù ha gwrizioù. P'emañ o tebriñ ec'h a war e goazez ha tapout krog er boued gant e bavioù.
Rummatadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar spesad nemetañ eo er genad Lophiomys hag en iskerentiad Lophiomyinae. Ar razh moueek a c'hell bezañ renket ivez er c'herentiad Muridae.