Longues-sur-Mer
Neuz
Kumunioù Bro-C'hall | |
---|---|
Anv | Longues-sur-Mer |
Skoed | |
Lec'hiadur Longues-sur-Mer e Kanton Ryes hag en Arondisamant Bayeux | |
Riez | Bro-C'hall |
Rannvro | Normandi |
Departamant | Calvados |
Bro hengounel | |
Arondisamant | Bayeux |
Etrekumuniezh | Communauté de communes Bayeux Intercom |
Kanton | Ryes |
Kod INSEE | 14377 |
Kod post | 14400 |
Maer | Roland Tirard |
Amzer-gefridi | 2008-2026 |
Gorread | 12,29 km² |
Led | 49° 20' 12" Norzh |
Hed | 00° 41' 39" Kornôg |
Uhelder kreiz | .. m |
Uhelder bihanañ | 0 m |
Uhelder brasañ | 77 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 674 (2008) |
Stankter | 55 a./km² |
Lec'hienn ar gumun |
Longues-sur-Mer zo ur gumun e Bro-C'hall e departamant Calvados e Normandi.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- War lez ar stêr Aure emañ Longues.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1861: Longues (403 annezad e 1856) a voe staget outi kumunioù Fontenailles (177 annezad) er reter ha Marigny (287 annezad) er c'hornôg.
- 1924: Longues a zo anvet Longues-sur-Mer.
- Emgann Normandi, Even 1944: Longues-sur-Mer a zo ul lodenn eus tachenn dilestrañ Gold Beach e-pad an Dilestradeg e Normandi; eno e oa bet staliet ur strollad pevar c'hanol 150 mm alaman e miz Gwengolo 1943. Bombezet e voe d'an 28 a viz Mae ha d'an 3 a viz Even; en noz etre ar 5 hag ar 6 a viz Even e voe bombezet en-dro gant 124 nijerez eus ar Royal Air Force, 600 tonenn a vombezioù a voe taolet en taol-mañ. Ne viras ket ouzh ar ganolierion tennañ ouzh al listri brezel SUAat adalek 5 eur 37; tennoù al listri-brezel Georges-Leygues, Montcalm, Ajax hag Arkansas a beurzistruj ar strollad un tammig a-raok 7 eur noz; ar ganolierion alaman en em rentas d'ar soudarded saoz eus Rejimant an Devonshire d’ar 7 a viz Even. Distrujoù bras a voe er gumun[1]; lazhet e voe pemp den nann soudard e Longues gant bombezadegoù ha tennoù kanol d'ar 6[2].
Monumantoù ha traoù heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Blockhausoù pezhioù-kanol alaman, 1943 (luc'hskeudenn).
- Kastell Marigny, XVIIvet kantved.
- Abati beneaded Sainte Marie e Longues, iliz eus an XIIIvet kantved.
- Iliz katolik Saint Laurent e Longues, XIIvet kantved, adkempennet penn-da-benn er XVIIvet kantved pa voe kenstrollet parrezioù Longues, Marigny ha Fontenailles.
- Iliz katolik Saint Laurent e Marigny XIIvet kantved-XIIIvet kantved[3].
- Iliz katolik Saint Pierre e Fontenailles, 1202, bet distrujet razh gant ar bombezadegoù e 1944 ; n’eo ket bet adsavet[4].
Emdroadur ar boblañs 1962-2008
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Niver a annezidi
Melestradurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr)Yves Lecouturier, Les plages du débarquement, pajennoù 50 ha 51, Embannadurioù Ouest-France, Roazhon, 1999
- ↑ (fr)Mémorial des victimes civiles en Normandie
- ↑ (fr)Skeudennoù - Clochers de France
- ↑ (fr)Skeudennoù - Clochers de France