Lombok

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Pelec'h emañ Lombok en Indonezia
Lombok, hag ar menez Rinjani, gwelet eus an oabl, miz Mae 1992

Lombok zo unan eus inizi Indonezia, e proviñs Nusa Tenggara Barat.

Emañ etre enez Bali hag enez Sumbawa. En em astenn a ra war 4.725 km2 ha poblet eo gant 3,16 milion a annezidi (e 2010). Mataram eo ar gêr vrasañ ha kêr-benn ar broviñs.

Strizh-mor Lombok, etre Lombok ha Bali, zo ur rannadur a bouez evit ar vevoniourien : a bep tu dezhañ e kaver spesadoù loened disheñvel-mat, re an tolead "Indomalaya" er c'hornôg ha re "Aostralazia" er reter, rannet gant al linenn Wallace. Ar menez-tan Rinjani (3.726 metr) eo beg uhelañ an enezenn.

Ouzhpenn 85% eus ar boblañs zo tud eus ar bobl sasak, kar da dud Bali e-keñver sevenadur, hogen muzulmaned anezho. War-dro 10% zo tud eus Bali ha tud all zo c'hoazh, Sinaiz, Javaiz pe Arabed.