Llyn Barfog

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Llyn Barfog.
Llyn Barfog e Mezheven 2010

.

LLyn Barfog zo ul lenn e kreistez kontelezh Gwynedd. Anezhi e red an Afon Dyffryn Gwyn davet Bae Ceredigion war-dro 2 km er c'hreistez da gêr Dywyn. Eus Cwm Maethon ez eer di, a-hed ur c'hard-lev bennak (1,5 km).

Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ur vojenn ijinet gant Iolo Morganwg en XVIIIvet kantved e oa un euzhvil el lenn, an Afanc, a voe lazhet gant ar Roue Arzhur (pe gant Hu Gadarn).