Llwyfenydd
Llwyfenydd zo ul lec'h en Hen Ogledd, n'ouzer ket pelec'h ervat, nemet krediñ a reer e oa e rouantelezh Rheged en amzer Urien Rheged hag e vab Owain, er VIvet kantved.
Soñjal a reer e c'hallfe bezañ Leeming, e-kichen Catraeth (Catterick) hag ivez Carlisle. Ur stêr Lyvennet zo etre Catterick ha Carlisle.
Pemp meneg zo da Lwyfenydd e Levr Taliesin er meulganoù skrivet gant Taliesin da Urien ha d'e vab. Hervezo eo ul lec'h pinvidik, brav bevañ ennañ, ma ren Owain fab Urien, evel ur "bennaeth ysblennydd Lliwelydd".
Lod a gred e c'hallfe bezañ lec'hiet Argoed Llwyfain, ma voe un emgann bras, e Llwyfenydd.
Redek a ra al Lyvennet Beck dre Crosby Ravensworth, e kontelezh kozh Westmorland. Dont a ra an anv eus llwyfen un anv a vez roet da stêrioù peurvuiañ. Hervez Hogg[1] eo honnezh e oa Llwyfenydd e skridoù Taliesin. Nepell emañ kêr Ewe's Close, ken kozh hag ar marevezh henroman, a greder.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Hogg. A. H. A. (1946) 'Llwyfenydd', Antiquity, (80), tt. 210–11
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ifor Williams (gol.), Canu Taliesin (Caerdydd, 1960; 1977).