Lizherenn
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Al lizherenn a zo anezhi ur merk, unan hepken pe genaozet gant unan all, skrivet evit aroueziañ ur fonem a vez klevet en ur yezh bennak. Lavaret e vez eo treuzskrivet ar fonem evit sevel ur skrid gant pep a lizherenn a vez da lakaat diouzh red an fonemoù a ya d'ober strolladigoù fonemoù, da lavaret eo unanderioù bihannoc'h a zo er frazennoù, ar gerioù, ar re-se elfennoù ar c'homzoù.
Pa vez e pep yezh un niver termenet fonemoù e c'heller kaout un niver termenet lizherennoù (pe koubloù lizherennoù) evit bezañ gouest treuzskrivañ n'eus forzh peseurt komzoù. Heuliadenn dermenet al lizherennoù a zo evit ur yezh a zo al lizherenneg.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa veze implijet e Mezopotamia ar skritur gennheñvel e teu war wel etre ar XVvet hag ar XIIvet kantved kent Jezuz-Krist un doare nevez aroueziañ fonemoù an arameg hag an hourriteg, lizherenneg Ougarit eo. Er memez mare pe a-raok e veze implijet ul lizherenneg linennel, al lizherenneg ragsinaitek pe ragkananek deveret eus an arouezlunioù egiptat.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eus ar ger latin "littera" e teu ar ger lizherenn. Ne ouzer ket m'eo d'ar ger latin ur wrizienn etruskek pe gresianeg.
Elfennoù al lizherenneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar ger, unander diazez an talvezed e yezh-mañ-yezh a zo skrivet dre vodañ uan pe vuioc'h lizherenn a c'hell bezañ lakaet outo arouezioù diakritik : tildennoù, skraboù, pikoù, kelc'higoù, etc...
Kavet e vez urzhioù disheñvel evit red al lizherennoù : er yezh gant ul lizherenneg latin pe gresianek pe kirillek e vezont lakaet a-blaen ha eus an tu kleiz d'an tu dehou. Ar c'hontrol eo evit ar yezhoù arabek hag hebreek.