Lizher kentañ Sant Pêr

Eus Wikipedia

Lizher kentañ Sant Pêr a zo unan eus Lizheroù Katolik an Testamant Nevez. Kavout a reer un droidigezh anezhañ en eil lodenn an Testamant Nevez troet dindan renerezh Maodez Glanndour hag embannet e 1971 gant Al Liamm.

War gont Pêr an abostol eo bet lakaet al lizher-mañ abaoe penn kentañ an Iliz. Skrivet e vefe bet a-raok marv Pêr (e 64 pe e 67 GJK) eta ha kaset da ilizoù Azia-vihanañ a oa e-touez diaesterioù.

Gant piv eo bet skrivet ?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Moadez Glanndour[1] « Hengoun a Iliz en deus lakaet a-viskoazh al lizher-mañ war gont Sant Pêr, evel m'en lavar ar gerioù kentañ. » Levezonet en defe Lizher Sant Klemañs Roma d'ar Gorintidi war-dro 96.

Dielfennadur La Bible de Jérusalem[2] a ya war ar memes tu.

Daou abeg a c'hell mont enep : ar fed e voe skrivet al lizher en ur gresianeg eeun met flour diaes da lakaat war gont ur pesketaer Galilean, hag ar fed e voe levezonet gant Lizher Sant Jakez (bet skrivet pe e 49 pe e 57-58) ha gant Lizher Sant Paol d'an Efezidi (bet skrivet pa oa Paol en toull-bac'h etre 61 ha 63).

Setu ar pezh a skriv Maodez Glanndour : « Taolomp evezh koulskoude n'eo ket Pêr e-unan en deus skrivet al lizher eus e zorn : ne dlee ket ar peketaer kozh bezañ gwall-ampart da dreiñ frazennoù war ar paper, met Silvan (5,12) eo an hini en deus servijet dezhañ da sekretour. Ha neuze, pe vihan, pe vras eo bet amañ lod Silas[3]? N'eus tu ebet d'en gouzout. » Mard eo evel ma soñjer peurliesañ, Silvan/Silas memes den e oa diskibl da Baol ivez.

Arabat reiñ re a bouez d'al levezonoù kavet el lizher rak un toullad mennozhioù a oa boutin da deologiezh an iliz kentañ hervez bibliourien zo[4].

Evit piv eo bet skrivet ?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kaset eo al lizher « d'ar re a vev evel estrenionskignet dre ar bed, Pontoz, Galtia, Kapadokia; Azia ha Bitinia ; »[5] Ali eo an holl vibliourien evit lavaraout e oa bet skrivet evit ilizoù Azia-vihanañ a oa taget hep na vefe heskinerezh a-berzh stad c'hoazh.

Daou sell a zo koulskoude.

Evit Maodez Glanndour e felle da Bêr tizhout ilizoù « ma c'helle fideled deuet eus ar Yuzeviezh bezañ stank a-walc'h » : « Rak Yuzevion gristenaet an Diaspora, ar Skignidigezh dre ar bed, eo da gentañ holl ar re a fell da Sant Pêr tizhout : an doare ma komz eus an Testamant kozh a ro da grediñ emañ o kaout dirak e sell, tud kustumoc'h ouzh ar Skriturioù eget na c'hellfe bezañ paganed nevez-vadezet. »

Ar c'hontrol a lenner er « Bible de Jérusalem » : klask a rae kentoc'h tizhout tud deuet eus ar baganiezh abalamour d'ar pezh a lavar diwar o fenn (1, 14[6],18[7] ; 2, 9s[8]; 4, 3[9]) ha peogwir e skriv dezho e gresianeg. Daoust ma c'helle bezañ en o zouez Yuzevien gristenaet...

Peseurt kelennadurezh ?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Maodez Glanndour[10] : «  Ha mennad al lizher a zo end-eeun startaat o feiz hag o esper kristen,ha war un dro kuzuliañ dezho pasianted ha sentidigezh ouzh an dud e karg. »

Ha pelloc'h : « A-dreuz d'an erbedennoù o'n em heuliañ hep kevre strizh, e kaver amñ kelennadurezh pinvidik-kenañ.

Doue an Tad eo an hini en deus mennet a-dal diazezidigezh ar bed hor gervel en e drugarez da vezañ e advibion. Kaset en deus da benn-mat e ziviz dre e vab, Jezuz. Gwalc'het omp bet gant gwad ar C'hrist evit mervel d'ar pec'hed a bevañ er reizhder.

Ha bremañ, santelaet gant ar Spered, ez omp deuet da vezañ an Israël nevez, gwir bobl Doue, ar Rouantelezh speredel na oa Israël an testamant kozh nemt ur skeud anezhi.

Ac'hano ivez hon dever da vezañ santel, d'en em stummañ diouzh skouer ar C'hrist e-unan. Hemañ o sentiñ ouzh an Tad, en deus resevet digantañ pep gloar ha pep mestroniezh. Ni ivez, gouzañvomp gant fiziañs an diaesterioù hag an enebadurioù evit ano ar C'hrist, en ur c'houzout hon eus ennañ esper divrall. »

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Digoradur d'al lizheroù katolik, Eil lodenn an Testamant Nevez, 1971, Al Liamm, p 532
  2. (fr) La Sainte Bible, Cerf, 1961, Introduction aux Epîtres catholiques, pp 1592-1593
  3. {br}Evel-se emañ en destenn. Un displegadenn a gaver p 552 en un notenn : « Silvan a zo moarvat Silas an Oberoù (26, 22,40) Eñ, goude bezañ skrivet al lizher evel skretout Pêr, a dle en degas d'ar c'humuniezhioù.
  4. La sainte Bible, cerf, 1961, p 1593
  5. 1,1, troidigezh renet gant Maodez Glanndour, p 545
  6. « n'en em renit ken hervez ho c'hoantegezhioù a-wechall en amzer ho tiouiziegezh. »
  7. « […] ez oc'h bet dieubet eus ar vuhez diskiant ho poa bet da herezh digant ho tadoù. »
  8. […] ha c'hwi pa ne oac'h ket gwechall e bobl, a zo deuet da vezañ bremañ Pobl Doue,[...] »
  9. "Trawalc'h eo dimp bezañ sentet gwechall ouzh mennadoù ar Baganed[...] »
  10. Digoradur d'al lizheroù katolik, eil lodenn an Testamant Nevez, embannet gant Al Liamm e 1971, p 532