Mont d’an endalc’had

Listri kanopat

Eus Wikipedia

En Henegipt e veze balzamet ar re varv kuit ma vreinfent. Graet e veze listri kanopat eus pevar lestr a veze miret enne flugez balzamet ar re varv. Lakaet e vezent e-kichen ar sarkofagenn war ur c’hef pe ur penton a-benn mirout holl korf an hini marv a-gevret. Graet e veze ivez abalamour ma kreded en dije ezhomm an hini marv eus e organoù evit ar vuhez goude ar marv. Savet e vezent gant maen-raz, alabastr, pri-poazh pe feilhañs.

Graet e veze an anv-se ivez eus listri a veze dalc’het enno dour an Nil evit evañ pe eus listri ma veze lakaet korf loened sakr a vee lakaet e-kichenn ar balzamegennoù.


Hendraourien eus an XIXvet kantvet an hini o dije badezet al listri-se diwar an anv-gwan latin « canopeus » : eus Kanopos. Kanopos (pe Kanobos) eo an anv a veze graet gant ar C’hresianed eus ar gêr egiptat Pikouat, e kornôg delta an Nil. Eno, da-larâs ar C’hresianed, e veze azeulet an doue Osiris dindan stummm ul lestr gant penn un den. Dre fazi e vo graet listri kanopat eus forzh peseurt lestr, dezhañ penn un den pe ul loen, gant an egiptourien gentañ.


Listri kanopat egiptat dezho penn bugale Horus.

Ne gemmas ket niver al listri-se a-hed ar c’hantvedoù, o stumm avat a cheñchas. Da gentañ e vezent kofek hag eeun a-walc’h. Adalek ren Amenofis III (nevezimpalaeriezh) e teujont da vezañ mistroc’h, dezhe diskoaz uhel hag ur sichenn strizh. Krennoc’h e teuas o stumm da vezañ e-pad ar Maread Izel.

En em dreiñ a reas ar stoufoù ivez. Ront pe plaen da gentañ e kemeront neuz an hini marv da vare an nevezimpalaeriezh. Adalek an XVIIIvet tierniezh an hini e krogas implij al stoufoù, dezhe stumm pevar bugel Horus evel ma c’haller o gwelet war ar skeudenn. E-doug prantad ar Ramsesed e teujont da vezañ implijet gant an holl.

A-hervez e voe dizoloet implij al listri kanopat gant Champollion. Skrivañ a rae d’an 12 a viz Du 1812, e-keit ha ma oa oc’h imbourc’hiñ unan eus al listri kañv-se : « [...] Adlaaat a rejomp al lestr kanopat en dour berv hag aes e voe deomp tennañ un draezenn diouzh an deun anezhañ. Gronnet e oa en un tamm lien tanav, dezhañ c’hwec’h meudad led hag eizh meudad hed. […] Danvez loenel e oa, heñvel a-walc’h e neuz ouzh hini avu, kalon pe felc’h un den. […] Tostoc’h e oa d’ar felc’h dre e dolzennad[1].


Karget e oa pevar bugel Horus da wareziñ pep a lestr disheñvel hag an organoù a oa ennañ gant skoazell doueezed disheñvel. Lakaet e veze pep lestr kanopat en ul lec'h resis eus ar bez a glot gant unan eus ar pevar avel. Setu amañ da-heul roll al listri gant an organ a veze miret ennañ, anv an doue hag an doueez gwarezer, hag an tu eus ar bez ma veze lakaet :

  • An avu :
    • An doue Amset dezhañ penn un den
    • An doueez Isis ;
    • Ar c’hreisteiz.

Ne veze ket tennet ar galon diouzh ar c'horfoù balzamet abalamour ma soñje da Egiptiz e chome an ene ennañ. Ne veze ket miret an empenn a veze tennet diouzh ar glopenn dre ar fri. Krediñ a raed ne oa ket a-bouez ha ne rae ken 'met teurel gludenn.

  1. Jean-François Champollion - Sa vie et son œuvre - 1790-1832 gant Hermine Hartleben, pajenn 123.


A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg