Listenn eus lodennoù City Hunter
Neuz
Koulzad 1 (City Hunter)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lodenn | Titl | Japan Skignadur gentañ | ||||
1 | Suina suīpā Ekkusu wai zeddo wa kiken na kakuteru
(Un naetaer soutil. XYZ ur meskaj dañjerus) |
06/04/1987 | ||||
Ur muntrer a lazh merc'hed e kêr : o vleniañ e BMW gwenn e vez o tennañ gant ur bistolenn didrouzet warno. C'hoar a gouzañverezh ziwezhañ a c'houlenn gant Ryo Saeba veñjiñ he c'hoar | ||||||
2 | Watashi wo koroshite!! Bijo ni shōjun wa niawanai
(Lazhit ac'hanon mar-plij !! Tennañ war ur vaouez moutig ne ya ket) |
13/04/1987 | ||||
Ur genetikourezh a c'houlenn sikour gant Saeba. Tad ar vaouez en deus bet ijinet ur c'hleñved a c'hell difrouezhañ an holl baotred. Klask a vez war he lerc'h evit kaout ar formulenn gant tud fallakr. Goulenn a ra gant Saeba lazhañ anezhi ma vez paket gant ar re vil evit ma chomfe mut. | ||||||
3 | Ai yo kienaide! Ashita e no ten kaunto
(Na steuziez ket, ma garantez! 10 segondenn kont betek warc'hoaz) |
20/04/1987 | ||||
John Turner, ur bokser pouez kreiz, a zo lazhet en ur park a-raok ur c'hrogad evit un titl. He wreg, medisin ha sportourez a c'houlenn sikour gant Saeba evit lazhañ an den kablus eus ar muntr. | ||||||
4 | Bijo jōhatsu!! Butikku wa yami e no sasoi
(Steuziadur ur plac'h kenedus!! Ar stal a gas ac'hanoc'h d'an ifern) |
27/04/1987 | ||||
Ugent maouez a zo steuziet e nebeut amzer er gêrbenn. Tony, kamalad Ryo a c'houlann digantañ ober un enklask war an afer-se. E c'hoar a zo e-touezh ar re steuziet. | ||||||
5 | Gubbai Makimura! Ame no yoru ni namida no bāsudē
(Kenavo Makimura ! Un nozvezh deiz-ha-bloaz leun a daeroù) |
4/05/1987 | ||||
Ugenvet deiz-ha-bloaz Kaori eo. Tony en deus c'hoant kontañ dezhi gwirionez e orinoù, evel m'en doa prometet d'e dad. A-raok e rank mont da welet ur pratik en un davarn gwallvrudet. | ||||||
6 | Koi shinai joyū Kibou e no rasuto shotto
(Ar star digalon o treiñ a-enep ar spi) |
11/05/1987 | ||||
Ur produer filmoù a c'houlenn sikour Ryo evit difenn Anita,un aktourez brudet ha moutig. Gwallzarvoudoù iskis a zo bet e-pad treiñ he film ziwezhañ. Gant ma kendalc'hont da erruout e teu war-wel n'eo ket gwallzarvoudoù met klasket e vez muntrañ an aktourez. |