Liamone (departamant)
Neuz
Liamone a oa un departamant gall e Korsika, eus 1793 betek 1811, lakaet dezhañ anv ar stêr Liamone, hervez ar c'hiz c'hall.
Aiacciu e oa ar gêr-benn.
Krouet e voe diwar departamant Korsika e 1793, rannet etre Liamone, er mervent, ha Golo, er biz. Adsavet e voe departamant Korsika e 1811, dre adunaniñ departamantoù Liamone ha Golo, hag un departamant unvan e chomas betek ar 1añ a viz Genver 1976. Neuze e voe rannet adarre ha krouet daou zepartamant, hini Haute-Corse ha hini Corse-du-Sud a glot tre-ha-tre gant al Liamone kozh.