Les Paul

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Les Paul
war leurenn an Iridium Jazz Club
New York, Here 2008

Lester William Polsfuss, ganet d'an 9 a viz Even 1915 e Waukesha, Wisconsin (SUA), ha marvet d'an 12 a viz Eost 2009, anavet evet Les Paul, a oa ur gitarour, sonaozour, ludaouer hag ijinadenner stadunanat. Seniñ a rae gant e bried Mary Ford er bloavezhioù 1950.

Ijinet en deus ar gitar tredan hep kef dasson (solid-body), ha digoret an nor d'ar rock and roll. E fin e vuhez e sone jazz gant ar ganerez aostralian Nicki Parrott‎.

A orin prusian e oa e dud, George hag Evelyn (Stutz) Polsfuss. Kar da ziazezerien ar vreserezh Valentin Blatz Brewing Company hag oberourien ar c'hirri-tan Stutz e oa e vamm.
Dispartiañ a reas e dud pa oa bugel. E vamm an hini a grennas an anv, d'ober Polfuss, ha goude Polfus, met Les Paul ne gemmas ket e anv d'ober hervez al lezenn. "Les Paul" e oa e anv-leurenn, ha netra ken, met Red Hot Red ha Rhubarb Red e oa bet da gentañ.