Leros
Neuz
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Leros a zo un enezenn hag ur gumun eus Gres er Mor Kreizdouarel.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bered ar C'hommonwealth: Leros War Cemetery
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bro | Niver a vilourion |
---|---|
Afrika ar Su | 2 (Tirlu) |
Kanada | 4 (Aerlu) |
Rouantelezh-Unanet | 179[1] |
Hollad | 183 |
Ur vered ag an Eil Brezel Bed eo. Marvet eo ar vilourion douaret enni e 1943 e-pad Emgann Leros (Eil Brezel Bed). Digoret e voe ar vered gant pennoù luioù ar C'hommonwealth. Enni e voe bodet korfoù deuet eus al lec'hioù-emgann hag eus beredoù sivil ar gumun. Distrujet eo bet dielloù ar re-mañ gant an Alamaned: setu perak n'ouzer ket pelec'h ez resis emañ bezioù eus ul lodenn (17 eus Tirlu ar Rouantelezh-Unanet, unan eus Tirlu Afrika ar Su ) ag ar vilourion beziet enni .
Dave ha notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Milourien eus broioù arall ag ar C'hommonwealth e Lu ar Rouantelezh-Unanet:
- Afrika ar Su: 1
- Rodezia ar Su: 2
- ↑ Tirlu: 162 (55 anezhe chomet dianav)
Aerlu:4
Morlu: 13 (3 anezhe chomet dianav)
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ South Africa War Graves Project