Leonor Kastilha (rouanez Navarra)
Leonor Kastilha, pe Leonor Gaztelakoa en euskareg, pe Leonor de Trastámara pe Leonor Enríquez (diwar anv he zad Enrique) e spagnoleg, ganet goude 1363 ha marvet e 1416, a oa infantez Kastilha, ha rouanez Navarra.
Merc'h e oa da Enrique II Kastilha ha da Juana Manuel Kastilha, itron Villena, Escalona ha Peñafiel.
Dimeziñ a reas e 1375 da Carlos III Navarra, roue Navarra. Gant an eured-se e voe echu an tabutoù dizehan a veze etre Kastilha ha Navarra. Tabut a savas etre ar priedoù, ma'z eas da gastilha en-dro. Eno ec'h isas an uhelidi a-enep he niz, ar roue Herri III. Hennezh neuze a lakaas seziz war he c'hastell, e Roa, ma he doa bodet un toullad tud a bouez.Ober a reas dezhi kodianañ, hag e kasas anezhi d'he fried en-dro, e 1395.
Degemeret mat e voe gant Carlos III, a roas ar rejañdezhi e-keit ma 'z eas-e~,n d'ober ur veaj da lez Bro-C'hall en 1403.
Mervel a eure en 1416.
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eizh bugel o doe.
- Juana (1383 - Gouhere 1413), dimezet da Juan III, kont Foix.
- Blanca Iañ de Navarra (1386 - Santa Maria de Nieva, 1441), pried da Yann II Navarra, rouanez Navarra goude marv he zad, adalek 1425 betek he marv e 1441;
- María (1388 - a-raok an 8 a viz Gwengolo 1425).
- Margarita (1390 - 1403/25),
- Beatriz (1392-1415), dimezet da Jakez II Bourbon, kont Marcha.
- Isabel (1395 - goude an 31 a viz Eost 1435), dimezet da Jean IV, kont Armagnac.
- Carlos (Pamplona, 15 a viz Eost 1397 - 12 a viz Eost 1402), Priñs Viana, marvet da 5 bloaz.
- Luis (Olite, 1402 - 14 a viz Here 1402), Priñs Viana.