Leonor Urraca Kastilha
Neuz
- Pennadoù Leonor, Urraca, ha Leonor Kastilha zo ivez.
Leonor de Alburquerque, pe Leonor Urraca Kastilha, ganet e 1374 e Proviñs Salamanca ha marvet e 1435 e Medina del Campo, lesanvet la Ricahembra (ar vaouez pinvidik), a oa ur briñsez eus Kastilha, merc'h da Sancho Kastilha, infant Kastilha ha kont Alburquerque, ha d'e bried Beatriz Portugal.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e voe Leonor en 1393, ha hi war-dro 20 vloaz, d'he niz Fernando Iañ Aragon, roue Aragon, a oa war-dro 14 vloaz. Ha seizh bugel o doe.
- Alfonso el Magnánimo (Medina del Campo, 1394–1458), roue Aragon evel Alfonso V, ha roue Naplez ha Sikilia, evel Alfonso Iañ.
- Maria Aragon (Medina del Campo, 1396–1445), kentañ pried Juan II Kastilha.
- Juan el Grande (Medina del Campo, 1397–1479), roue Aragon ha Roue Navarra goude e eured da Blanca Iañ Navarra (1386 - 1441).
- Enrique (1400 – Calatayud 1445), dug Alburquerque, kont Villena, kont Ampurias, Mest Meur Urzh Santiago.
- Leonor (1402–1445), a voe dimezet da Duarte Iañ Portugal. Ur verc'h dezho, Leonor, a zimezas da Friedrich III an Impalaeriezh Santel, impalaer santel .
- Pedro (1406–1438 ), IVvet Kont Alburquerque, dug Noto.
- Sancho (1410–1416), marvet da 10 vloaz.