Leisure Suit Larry: Box Office Bust

Eus Wikipedia

Leisure Suit Larry: Box Office Bust zo ur c'hoari video avantur sevenet gant Team17 hag embannet gant Codemasters war Microsoft Windows, Xbox 360 ha PlayStation 3. Embannet e oa bet d'ar 27 a viz Meurzh 2009 e Norzhamerika. An eizhvet c'hoari eo en heuliad c'hoarioù Leisure Suit Larry, hag an hini kentañ en heuliad o vezañ embannet war ar c'hoñsolennoù 7vet remziad. Kemennet e oa bet an embannadur d'ar 17 a viz Genver 2008 dre gazetennoù arbennikaet war ar c'hoarioù video.

Ar filmig tañva a oa bet embannet d'ar 16 a viz C'hwevrer 2008 dre Gametrailers.com. Kroget e oa bet un adsevel evit ar Wii ha da vezañ embannet e oa daou viz goude an embann HD eus ar c'hoari. Ken fall e oa bet degemeret ar c'hoari ma voe paouezet al labour.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]