Legio I Macriana Liberatrix
Neuz
Legio I Macriana Liberatrix[1] a oa ul lejion roman savet en Africa gant ar gouarnour Lucius Clodius Macer e 68.
Pal al lejion-se e oa harpañ Legio III Augusta e-kerzh emsavadeg Galba a-enep d'an impalaer Neron (68 goude J.K.).
Goude ma oa en em zistrujet Neron, d'an 11 Mezheven 68, e teuas Galba da vezañ an impalaer nevez en e blas.
Disfiz en devoa Galba diouzh Macer hag a gave gouest d'en em sevel eneptañ.
Lazhet e voe Macer e 69, ha dispennet e voe al Legio I Macriana Liberatrix. Dianav eo arouez al lejion.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ An niverenn e sifroù roman roet d'ul lejion a c'hall bezañ forc'hellek. Da vare ar Republik roman e veze savet al lejionoù e-pad ar goañv da vrezeliñ e-doug an hañv ha divodet e vezent a-raok fin an hañv da gaout amzer da vediñ. Roet e veze un niverenn dezhe hervez an urzh ma oant savet. Ar memes lejion a c'halle eta kaout un niverenn disheñvel hervez ar bloaz. An niverennoù I da IV a veze miret evit al lejionoù renet gant ar gonsuled. Dindan an impalaeriezh e oa niverennet al lejionoù savet gant an impalaerien adalek « I ». Kalz nemedennoù a voe neoazh. Aogust e-unan a viras lejionoù kozh gant o niverenn urzh kozh. Vespasian a roas d'al lejionoù a grouas niverennoù lejionoù a oa bet divodet. Kentañ lejion Trajan he doa an niverenn XXX, rak 29 lejion a oa dija. A-wezhioù e oa div lejion gant ar memes niverenn d'ar memes mare. Abalamour da se e oa ouzhpennet ul lesanv cognomen pe un anv a verke orin al lejionerien (Italica = a orin eus Italia), pe ur bobl trec'het gant al lejion (Parthica = trec'h war ar Barted), pe anv an impalaer hag e gens, pa oa bet savet gant an impalaer e kaoz, pe evel ur merk a enor (Galliena, Flavia), (3) pe ur perzh eus al lejion (Pia fidelis = leal). An anv « Gemina » a veze roet d'ul lejion savet diwar div lejion all pe muioc'h c'hoazh pa oa bet kollet kalz soudarded en emgann. En testennoù, ar sifroù « 4 » ha « 9 » evit ober anv eus al lejionoù a veze skrivet « IIII » ha « VIIII » kentoc'h evit « IV » ha « VIIII (Adkins (1994) pp. 55 ha 61).