Legio I Germanica
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Legio I Germanica a oa bet savet, war a seblant, war-dro 48 kent J.-K. gant Jul Kezar d'ar mare ha ma oa o vrezeliñ ouzh Pompeius.
He lesanv Germanica, bet roet dezhañ da vare Tiber, ne zeu ket abalamour e vefe bet savet gant Germaned, mes dre berzh maz e oa o stourm e Germania.
Diasur eo e istor betek 14 goude J.-K.. Soñj e vez ha goude un emgann gentañ Dyrrachium [1] e-kichen Jul Kezar, e chomas tost dezhañ, ha goude ha ma oa bet drouklazhet, e chomas tost da Aogust.
Kaset e vije bet da vro Spagn evit stourm ouzh Cantabred hag Astured. Eno e vefe bet trec'het meur a wech. Abalamour da se en dije kollet e cognomen Augusta.
Staliet da gentañ e-kichen Köln, e voe kaset er bloaz 35 da sevel kamp Castra Bonnensia (Bonn).
Goude emlazh Neron, d'an 11 Mezheven 68, ha drouklazh Galba, d'ar 15 Genver 69, ec'h embannas Legio I Germanica Vitellius, e jeneral, da impalaer.
Diskaret e voe Vitellius gant Vespasian d'an 20 a viz Kerzu 69, ha trec'het Legio I Germanica gant lejionoù Vespasian.
Ar peurrest eus Legio I Germanica zo bet enframmet e-barzh Legio VII Gemina.
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ hirie Durrës