Legio I Armeniaca
Legio I Armeniaca (Kentañ Lejion eus Armenia)[1] a oa bet savet, war a seblant, e-kerzh an IIIe kantved evit difenn bro Armenia.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne ouzer ket resis pegoulz na dindan peseurt impalaer eo bet savet al lejion-se, mes war a seblant e oa e-kerzh en IIIe kantved.
Gouzout a reer e oa Legio I ha Legio II Armeniaca lejionoù limitanei, savet evit difenn proviñs roman Armenia.
E 363, al lejion a gemeras perzh en ergerzhadegoù Julian etrezek pleg-mor Persia. Trec'h e voe da gentañ e Seleucia, e Siria, met stanket e oa bet dirak Ctesiphon, ha ret e oa bet dezhi mont en-dro.
War-lerc'h, Jovian a voe ret dezhañ dilaoskiñ broioù bet aloubet gant Dioclesian.
E 382, Legio I Armeniaca a voe kaset etrezek rannvro Isauria, skoet gant taolioù-dispac'h. Matronianus, comes Isauriae (kont Isauria) a implijas al lejion evit kreñvaat mogerioù kêr Arnemurium (hirie Eski Anamur, e Turki).
Hervez Notitia Dignitatum (fin ar IVvet kantved), Legio I Armeniaca a oa d'ar c'houlz-se ul legio pseudocomitatensis dindan urzh magister militum per Orientem (penn-jeneral evit ar Reter). Ar pseudocomitatenses a oa rannadoù eus limitanei, bagadoù-stourm an harzoù, ha lakaet evit ur pennad amzer gant comitatenses, bagadoù-fiñv evit ergerzhadegoù ispisial.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ An niverenn e sifroù roman roet d'ul lejion a c'hall bezañ forc'hellek. Da vare ar Republik roman e veze savet al lejionoù e-pad ar goañv da vrezeliñ e-doug an hañv ha divodet e vezent a-raok fin an hañv da gaout amzer da vediñ. Roet e veze un niverenn dezhe hervez an urzh ma oant savet. Ar memes lejion a c'halle eta kaout un niverenn disheñvel hervez ar bloaz. An niverennoù I da IV a veze miret evit al lejionoù renet gant ar gonsuled. Dindan an impalaeriezh e oa niverennet al lejionoù savet gant an impalaerien adalek « I ». Kalz nemedennoù a voe neoazh. Aogust e-unan a viras lejionoù kozh gant o niverenn urzh kozh. Vespasian a roas d'al lejionoù a grouas niverennoù lejionoù a oa bet divodet. Kentañ lejion Trajan he doa an niverenn XXX, rak 29 lejion a oa dija. A-wezhioù e oa div lejion gant ar memes niverenn d'ar memes mare. Abalamour da se e oa ouzhpennet ul lesanv cognomen pe un anv a verke orin al lejionerien (Italica = a orin eus Italia), pe ur bobl trec'het gant al lejion (Parthica = trec'h war ar Barted), pe anv an impalaer hag e gens, pa oa bet savet gant an impalaer e kaoz, pe evel ur merk a enor (Galliena, Flavia), (3) pe ur perzh eus al lejion (Pia fidelis = leal). An anv « Gemina » a veze roet d'ul lejion savet diwar div lejion all pe muioc'h c'hoazh pa oa bet kollet kalz soudarded en emgann. En testennoù, ar sifroù « 4 » ha « 9 » evit ober anv eus al lejionoù a veze skrivet « IIII » ha « VIIII » kentoc'h evit « IV » ha « VIIII (Adkins (1994) pp. 55 ha 61).